Mont d’an endalc’had

155vet Brigadenn Mekanikaet (Ukraina)

Eus Wikipedia
155th Infantry Brigade
unvez milourel
MoranvAnne de Kyiv Kemmañ
StadUkraina Kemmañ

Ar 155vet Brigadenn Mekanikaet (ukraineg: 155 окрема механізована бригада) zo ur vrigadenn eus Tirlu Ukraina savet e 2024.[1]

Ar 155vet Brigadenn Mekanikaet a zo bet savet e 2024 evel lodenn eus ar steuñv brasaat nerzhioù Tirlu Ukraina dre grouiñ nav brigadenn ouzhpenn.[2] Ar striv-se, embannet gant ar C'homandant Oleksandr Pavliuk, a oa liammet gant ar brezel etre Ukraina ha Rusia.[2] Ar vrigadenn a zo lesanvet "Anna Kyiv" a-ziwar anv ar briñsez a oa bet o timeziñ gant ar roue gall Herri Iañ en Iliz-veur Reims, ha deuet da vezañ rouanez Bro-C'hall etre 1051 ha 1060.[3][4]

En ur pennad kazetennerezh embannet d'an 31 a viz Kerzu 2024, Butusov en doa embannet e oa bet kroget gant un enklask gant ar Burev Stad an Enklask war ar vrigadenn. 1700 soudard a-ziwar un hollad 4500 eus ar vrigadenn o deus dizertet, 50 anezho e Bro-C'hall, ar re all a-raok erruout war an talbenn.[5]. Ar re all kaset e Pokrovsk a zo bet flastret goude un nebeud devezhioù stourm. An disoc'h a zo bet ledañ ar soudarded o doa dreistbevet en unvezioù all evit stankañ an toulloù. Unan eus displegadennoù riñsadenn ar vrigadenn etre an dizertourien hag ar c'holloù er stourm a zo eo bet skrapet ul lod bras eus ar soudarded dre straedoù Ukraina ha rediet anezho da emezeliñ.