Étienne de Besançon
Etienne de Besançon oa ur beleg dominikan hag a voe mestr an urzh un nebeud bloavezhioù (1292-1294).
Ganet eo bet e Besançon (Kêr Dieub Impalaerel) war-dro 1250. Aet eo da Anaon d'an 22 a viz Du 1294 e Lucca o tistreiñ da Roma goude bezañ bet da weladenniñ kouentoù an urzh.
Kroget oa gant e studioù e 1273 ha degemeret e voe Baccalaureus biblicus (Bachelour e Teologiezh ha Studioù Biblek) e 1286. Daou vloavezh war-lerc'h e voe degemeret Magister (Mestr) e Rann an Deologiezh Skol-veur Pariz. Lavaret e vez en dije skrivet un dastumad prezegennoù anavezet anvet Alphabetum narrationem.
Kentañ Priol Proviñs Frañs e voe e 1291. Dilennet e voe Mestr an urzh e 1292. Klasket en deus adegas an urzh war-du e zoareoù start kentidik. Mervel a reas e Lucca e Toskana e 1294.