Énigmes de l'histoire

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Énigmes de l'histoire[1] (Luziadelloù an istor) a zo ur stirad skinwel gallek hag a voe skignet war RTF Télévision adalek miz Mae 1956 betek miz Eost 1957.

Savet e veze ar senarioioù gant an daou istorour gall André Castelot (1911-2004) hag Alain Decaux (1925-) a-raok o fiziañ e Stellio Lorenzi (1921-1990) da vezañ sevenet gantañ.

Un nebeud pennadoù, troet e gwenn ha du, a voe skignet eus an 22 a viz Mae 1956 d'ar 24 a viz Eost 1957[2] ; erlec'hiet e voe gant ur stirad all — La caméra explore le temps — adalek ar 14 a viz Gwengolo da-heul.

Ar pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 22 a viz Mae 1956 : Le Secret de Mayerling (Sekred Mayerling),
  2. 12 a viz Mezheven : L'Énigme du Temple (Luziadell tour an Templ),
  3. 10 a viz Gouere : Le Mystère de la Mary Céleste,
  4. 8 a viz Genver 1957 : L'homme au masque de fer (An den e vask houarn),
  5. 16 a viz Meurzh : La Double Mort du tsar Alexandre Ier,
  6. 16 a viz Ebrel : L'Énigme de Marie-Stella (Luziadell Marie-Stella),
  7. 11 a viz Mae : L'Inconnue de Berlin : Anastasie,
  8. 13 a viz Eost : Le Chevalier d'Éon (Ar marc'heg d'Eon),
  9. 24 a viz Eost : Un nommé Charles Naundorf (Un den anvet Charles Naundorf).

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinnig a rae an aozerien d'ar bellarvesterien abadennoù ma veze adsavet luziadelloù liammet ouzh un dudenn[3] istorel.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pe À chacun sa vérité.
  2. La télévision dans la République : les années 50 gant Marie-Françoise Lévy, Editions Complexe, 1999, pajenn 210.
  3. Ar vrigantinenn Mary Celeste evit ar pezh a sell ouzh ar pennad Le mystère de la Mary Céleste avat.