Égypte : 1156 av. J.-C. - L'Énigme de la tombe royale
É G Y P T E | |
---|---|
Embanner | Cryo Interactive Canal+ Multimedia Réunion des musés nationaux |
Diorreer | Cryo Interactive |
Diazez | PC: Windows, Macintosh Sony PlayStation |
Deiziad an embann |
1997 |
Doare | Troioù-kaer |
C'hoarierien | 1 |
Mediom | CD-ROM |
Reoladur | Klavier/logodenn Dornell |
Égypte : 1156 av. J.-C. - L'Énigme de la tombe royale ("Egipt : 1156 kt JK - kudenn ar bez roueel") zo ur c'hoari video savet gant Cryo Interactive hag embannet e 1997.
Sinopsiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peogwir eo bet tamallet d'e dad bezañ preizhet bez ar faraon Seti Iañ ez enklask Ramose, un teban yaouank, evit e wennañ.
Diouzh noz en em gav dirak bez ar faraon, ha gant harp darn eus ar skipailh a vez o kleuziañ hag o kinklañ ar bez e kav ur maen, warnañ un tres eus ar bez ha skeuden ur marmouz ; arouez Hori, unan eus an dreserien o deus labouret er bez, eo ar marmouz-se.
Mont a ra Ramosé da enklask e Set Ma'at her imenty Ouaset, kêriadenn an artizaned a labour e bezioù ar faraoned, da welet Hori ; siwazh, marv eo hennezh, muntret en e gav. Diwar ar prouennoù a gaver war lec'h ar muntr e tamaller an torfed d'ur c'halvez a zo aet da stal-labour ar valzamerien.
Antronoz e ya Ramose d'ar stal-se, ma tizolo un irienn ledanoc'h. Dre widre e teu a-benn da dremen evit unan eus ar gavailherien. Ganto ec'h eo ambrouget betek ur bez ma c'hoarvez obidoù un denjentil.
Diskenn a ra Ramose er gambr-vez m'en em gav enmuret, met dont a ra a-benn da ziflipañ dre ur riboul a gas d'ur bez all a zo war sevel evit un denjentil all, Panehesy e anv ; eno ez eus ul leñverez ouzh e c'hortoz. Kaset eo Ramose ganti betek kenkiz an denjentil, en deus aozet ur gouel bras.
Dre c'hoari ar c'houviad e teu Ramose a-benn da gavout un tres eus sal peuliaouk azeuldi Ra e Karnak. Goude-se e tiflip a-zirak fulor Panehesy.
En azeuldi e tizolo tammoù eus ar preizh, ha teulioù a daol ar bec'h war Ptahnefer, un den tost d'ar faraon. Didamallet eo e dad neuze.
Gweladenn ha holloueziadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er mod "gweladenn" e c'heller furchal al lec'hioù en ur c'hellout dastum ditouroù diwar-benn Egipt mar kliker pa dro al linker da bik-goulennata. Dre-se e c'haller tizhout un diaz-ditouroù a zo rannet e pemp rummad : an Douar, an Amzer, an Dud, Faraon hag an Doueed. Ur pennad berr hag ur skeudenn zo war pep fichenn.
Gameplay hag endro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ar c'hoarioù Versailles ha Chine ec'h eo Égypte savet gant an deknologiezh "Omni 3D" a ro tro da welet an endro war 360° pa chomer difiñv en ul lec'h.
Sonerezh Egipt a-vremañ a ya d'ober son ar c'hoari (Egypt : Music of the Nile from the Desert to the Sea, Virgin Records, 1997).