Mont d’an endalc’had

Ælfflæd Whitby

Eus Wikipedia
Ur pennad Ælfflæd zo ivez.

Santez Ælfflæd (654–714), merc'h da Oswiu Northumbria hag Eanflæd, a oa un abadez saoz.

An darv vrasañ eus he buhez a dremenas Ælfflæd en ur gouent. War-dro bloaz e oa pa voe trec'h he zad Oswiu Northumbria war Penda Mercia en Emgann ar Winwæd. Hag eñ, da drugarekaat Doue, da reiñ e verc'h da santez Hilda, d'he sevel en abati Hartlepool. Pan eas Hilda da sevel abati Whitby en 657 pe 658, e kasas Ælfflæd ganti.

Abadez Whitby e teuas da vezañ e 680, goude marv Hilda. Eno e oa brudet al leanezed da vezañ medisinezed, adal deizioù santez Hilda. Ælfflæd a oa surjianez ampart evel Hilda.