Mont d’an endalc’had

Nelson Mandela : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Divoc’hañ broadel
Linenn 11: Linenn 11:
Goude seizh vloaz warn-ugent en toull-bac'h e voe laosket Mandela da vont d’an 11 a viz C’hwevrer [[1990]]. E 1993 e voe roet [[Priz Nobel ar Peoc'h]] dezhañ ha d’ar prezidant Frederik De Klerk, dre m'o doa gouezet degas kemmoù bras e gouarnamant ar vro hep nemeur a feulster.
Goude seizh vloaz warn-ugent en toull-bac'h e voe laosket Mandela da vont d’an 11 a viz C’hwevrer [[1990]]. E 1993 e voe roet [[Priz Nobel ar Peoc'h]] dezhañ ha d’ar prezidant Frederik De Klerk, dre m'o doa gouezet degas kemmoù bras e gouarnamant ar vro hep nemeur a feulster.


Dilennet e oa bet e 1994 da kentañ prezidant du [[Suafrika]]. Kenderc'hel a ra da stourm evit e vennozhioù, da lâret eo, an divoc’hañ broadel hag e stourm a-enep ar Sida hag a lazh kalz a dud er vro-se. Mandela a oa un den a veze selaouet er bed a-bezh e-keñver Gwirioù mab-den.
Dilennet e oa bet e 1994 da kentañ prezidant du [[Suafrika]]. Kenderc'hel a ra da stourm evit e vennozhioù, da lâret eo, an [https://treeinhindi.kshitijsays.com/ divoc’hañ broadel] hag e stourm a-enep ar Sida hag a lazh kalz a dud er vro-se. Mandela a oa un den a veze selaouet er bed a-bezh e-keñver Gwirioù mab-den.


== Buhez-skrid ==
== Buhez-skrid ==

Stumm eus an 31 Mae 2020 da 09:51

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Nelson Mandela

Nelson Rolihlahla Mandela a oa bet ganet d'an 18 a viz Gouhere 1918 e Mvezo, e reter proviñs ar C’hab, e Suafrika, ha marvet d'ar 5 a viz Kerzu 2013 e Johannesburg. Anavezet eo eñ evit bezañ bet unan eus stourmerien bouezusañ a-enep sistem politikel an apartheid e Suafrika. Da c’houde eo bet prezidant Suafrika etre 1994 ha 1999.

E 1944 e teuas Nelson Mandela da vezañ ezel eus an African National Congress (ANC), evit stourm a-enep galloud politikel ar re wenn ha kudennoù ar gouennoù hag a oa dindan ar galloud politikel-se. Deuet eo da vezañ alvokad, kemer a reas perzh er stourm nann-feulz a-enep lezennoù an apartheid hag a oa bet lakaet e plas gant ar Parti National Afrikaner, bet dilennet e 1948. E 1960 e voe difennet an ANC, ha paouezet e voe gant ar stourm nann-feulz peogwir ne oa ket a zisoc’hoù. Mandela a grouas neuze e 1961 stourm armet an ANC a zo anvet Umkhonto we Sizweg. Harzet e voe Mandela gant ar gouarnamant Su-Afrika gant sikour ar CIA. Kondaonet eo bet d’an toull-bac'h ha d’al labourioù ret betek fin e vuhez. Dont a reas da vezañ un den brudet er bed a-bezh, gant ur sikour bedel, anavezet eo dreist-holl goude dispac'h Soweto e miz Even 1976. Un arouez eo eus ar stourm evit ma vefe kevatal an holl, ha pa vefe disheñvel livioù o c'hrochen.

Goude seizh vloaz warn-ugent en toull-bac'h e voe laosket Mandela da vont d’an 11 a viz C’hwevrer 1990. E 1993 e voe roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ ha d’ar prezidant Frederik De Klerk, dre m'o doa gouezet degas kemmoù bras e gouarnamant ar vro hep nemeur a feulster.

Dilennet e oa bet e 1994 da kentañ prezidant du Suafrika. Kenderc'hel a ra da stourm evit e vennozhioù, da lâret eo, an divoc’hañ broadel hag e stourm a-enep ar Sida hag a lazh kalz a dud er vro-se. Mandela a oa un den a veze selaouet er bed a-bezh e-keñver Gwirioù mab-den.

Buhez-skrid

Familh ha studioù

Nelson Mandela a zo ganet d’an 18 a viz Gouhere 1918 e kêriadenn Mvezo, e proviñs ar C'hap. An anv Mandela a dalv “tennañ ur brank diouzh ur wezenn ”.

Mab eus familh roueel Tembu eo. E dad a oa Gadla Henry Mphaskanyiswa, a oa e-penn kêriadenn Mzevo. Met aet eo a-enep aotrouniezh an drevadennerien, neuze skarzhet eo bet eus penn ar gêriadenn ha kaset eo bet gant e familh da gêriadenn Quenu. Chom a reas memestra Mphakanyiswa unan eus izili kuzul prevez ar roue, sikour a reas kalz ivez Jongintaba Dalindyebo evit ma vefe roue. Tad Mandela en doa peder gwreg ha trizek bugel. Nelson Mandela a zo ganet eus trede gwreg e dad, Nosekeny Fanny.

Mervel a reas e dad eus un droug-skevent, pa oa Mandela nav bloaz. Adoptet eo gant Jongintaba. Mandela a yeas d’ar skol, an hini kentañ eus e familh, anvet eo bet Nelson eno gant e skolaerez Miss Mdingane. Heuliañ a reas Mandela ar sevenadur Thembu. Mont a reas da Clarkebury Boarding Institute. Tremen a reas e Junior Certificate e daou vloaz, e-lec’h tri normalamant. Mont a reas da skol Fort Beaufort, e-lec’h ma vez studiet gant al lod brasañ eus ar familh Thembu.

Goude bezañ bet gantañ e ziplom ez eas da skol-veur Fort-Hare, evit ober studioù war ar gwir. Enno e ra anaoudegezh gant Olivier Tambo hag a deu da vezañ e vignon ha keneil. Dizoloeiñ a ra er skol-veur broadelourizeh Afrika, n’emañ ket a-du gant marksouriezh strollad komunour Suafrika, met a-du emañ gant mennozhioù Gandhi, da lâret eo ar stourm difeuls. E fin e kentañ bloavezh e-barzh kuzul ar studerien e kemer perzh e boikot ar reolennoù ar skol-veur. Ha skarzhet eo.

Goude bezañ bet skarzhet eus Fort Haare e lavar Jogintaba da Vandela en deus prientet un dimez renket,.Nelson Mandela droukkontant a ya kuit da Johannesburg. Kavout a ra eno ul labour evit bezañ gward ur mein-gleuz, met skarzhet eo nebeut amzer goude, pa ouio e implijer eo bet kuit eus e di. Labourat a ra da c’houde e ti un alvokad, gant sikour mignoned dezhañ. Kemer a ra kentelioù dre lizher evit echuiñ e aotreegezh e Skol-Veur Afrika ar Su. Ha da c’houde e ra studioù war ar Gwir e Skol Veur Witwatersrand e-lec’h ma kejo gant tud a-enep an apartheid.

Stourm politikel a-enep an apartheid :

Apartheid ha disrann gouennoù : panell o tifenn d'ar chas ha d'ar re zu mont war an aod

E 1944 Nelson Mandela a gemer perzh e African National Congress (ANC) ha krouiñ a ra kevread ar re yaouank eus an ANC gant Walter Sisulu hag Olivier Tambo. Kemer a reont perzh e obereroù evit mont a-enep ar galloud politikel ar re wenn hag an diforc’hidigezh gouennoù. Abaoe 1913 an Native Land Act a aifenn an Afrikaniz da vezañ perc’henn ouzh douaroù ha n’int ket e-barzh ul lec’h ispisial evito, da laret eo 7% eus douaroù Su Afrika a-bezh a zo d’an Afrikaniz du. Al lezenn-mañ a lak kalz a labourerien du da goll o douaroù. E 1923, ul lezenn a zo embannet, lavar a ra ez eus ar gwir gant an ti-kerioù ober karterioù ispisial evit ar re zu. E 1936, tennet eo anvioù ar re zu eus al listennoù dilennel eus proviñs ar C’hap evit adenskrivañ anezho war listennoù disheñvel, evit ma vefe dilennet d’an nebeutañ tri den gwenn. E 1942 difennet eo d’al labourerien du ober harz-labour.

E 1948, ar strollad politikel broadel en deus gounezet an dilennadegoù. Ur politik nevez a vo savet, anvet eo an apartheid, da laret eo al lec’h e-lec’h ma vev an dud, ar vroadelezh hag ar statud sokial a a zo hervez liv kroc’hen an dud. Difennet eo an dimezioù etre gwenn ha du.

E 1951, Olivier Tambo ha Nelson Mandela a zo ar c’hentañ alvokad du eus Johannesburg. E 1952 Nelson Mandela a zo dilennet evit bezañ prezident an ANC eus Transvaal hag isprezident broadel. An ANC a za a-enep al lezennoù direizh, anvet e vez an dra-se “defiance campaign“. Ober a reont ur vanifestadeg ar 6 a viz Ebrel 1952, evit an 300 vet deiz-ha-bloaz krouadur ar C’hap gant Jan van Riebeeck ha kentañ instaladur reoù wenn e Su Afrika. Bez e oa 10 000 tud o vanifestiñ, 8 500 a zo bet arestet, Nelson Mandela en-o-zouez. Goude ar vanifestadeg-se, kenderc’hel a ra an “defiance campaign“ d’ober manifestadegoù. Mandela a zo kondaonet da nav viz toull-bac'h goursez, difennet eo dezhañ kemer perzh e emvodoù, evezhiet eo e di e Johannesburg, profitiñ a ra evit aozañ an ANC dre guzh. Goude-se ur bern tud a gemer perzh en ANC, 100 000 tud o kemer perzh. Mandela hag e vignon Olivier Tambo a grou ur burev alvokad, evit sikour an dud du ne c’hellont ket paeañ.


Aozadur d'ar stourm armet

Livadeg lazhadeg Shaperville.

An 21 a viz Meurzh ez eus bet lazhadeg Sharperville, un township eus Vereeniging e Su an Transvaal. E-kerzh ur vanifestadeg aozet gant ar CAP, evit mont a-enep ar "passbook" (ma n'o deus ket an dud anezhañ int harzet). Bez ez eus war dro 60 poliser war al lec'h, met 300 reoù all a zo e-barzh otoioù houarnet pe en ul lec'h polis. Tennet vez gant ar boliserien war 5 000 manifester. Bez e vo 69 den marv, 8 plac'h ha 10 bugel, 180 a dud a zo gloazet. Darn vrasañ gloazadennoù an dud zo er c'hein.

Paouezet e vez gant an ANC ar stourm nann-feulz, Nelson Mandela a grou neuze Umkhonto we Sizwe (MK), ur stourm armet. E miz Mae 1961, un harz-labour er vro a-bezh : an harz-labourerien a chom er ger, anvet e vez an dra-mañ "stay at house ", rediañ a ra neuze ar gouarnamant d'an arme ha d'ar boliserien bezañ perzh. Nelson Mandela a lavar eo bet rediet da gregiñ gant ur stourm armet peogwir ne z'ae ket war raok gant ur stourm nann-feulz evit mont a-enep an apartheid ha peogwir ez eo feulz ar boliserien. Met Nelson Mandela a zo evit ar botezajoù ha ne lazhont den ebet. Mandela a gav arc'hant e broioù estren evit an MK ha lakaat ar strollad da bleustriñ e-keñver an arme.


Harzet ha prosez Rivonia

Ar 5 a viz Eost 1962 Nelson Mandela a zo harzet goude bezañ bet klasket a-pad 17 miz, lakaet eo en toull-bac'h e kastell Johannesburg. Tu zo bet gant ar gouarnamant harzañ anezhañ, gant sikour ar CIA, en deus roet keleier d'ar bolis en ur lavarout 'oa Mandela treuzwisket en ur blenier oto. Tamallet eo dezhañ bezañ komunour, sponter, bezañ bet aozet un harz labour broadel e 1961 ha bezañ bet klasket mont kuit eus ar vro hep kaout ar gwir. Ar 25 a viz Here, kondaonet eo da pemp bloaz toull-bac'h.

Prosez Rivonia a-pad etre an 9 aviz Here 1963 betek an 12 a viz Even 1964. Mandela a lavar e-kerzh e brosez perak en deus kroget gant ar stourm feulz. An alvokad Bram Fisher a zifenn anezhañ ha reoù all eus an ANC. An holl a zo kondaonet d'an toull-bac'h betek fin o buhez nemet unan Lionel Bernstein.

En toull-bac'h

log toull-barr Nelson Mandela e Robben Island.

Kaset eo Nelson Mandela da doull-bac'h Robben Island, un enezenn eo e-lec'h ma chomo 18 bloaz. En toull-bac'h eo met dont a ra da vezañ anavezet er bed a-bezh. Ret eo dezhañ labourat war an enezenn. Diaes-kenañ eo ar vuhez pemdeziek en toull-bac'h. Renket eo ar brizonidi dre livioù kroc'hen, ar re zu o deus an nebeutañ a voued. Mandela a zo renket er c'hlasad D (ar c'hlasad izelañ), n'en deus ar gwir gwelet un den eus an diavaez, ha resevout a ra ul lizher ur wech bep 6 miz. Met diaes eo dezhañ lenn e lizhiri rak kontrollet e vezont.

E-kerzh m'emañ en toull-bac'h, studiañ a ra dre lizher e Skol-Veur Londrez, resevout a ra da c'houde un diplom Bachelor of Laws.

E miz Meurzh 1982 kaset eo da doull-bac'h Pollsmor ha gantañ e vez kaset a re oa bet toull-bac'het abalamour ma a oa ezel eus an ANC. Pollsmor a zo lec'hiet e banlev ar C'hap. E 1980, an MK a grou ur brezelig a-enep an apartheid, siviled a zo lazet. E miz C'hwevrer 1985 Pieter Willem Botha a ginnig da V/Mandela bezañ laosket da vont met evezhiet, gant ma vez paouezet da stourm gant ar feulster. Nac'het vez gantañ.

E miz Du 1985 eo kentañ kejadenn etre Mandela hag ar gouarnamant. E-kerzh e bevar bloaz diwezhañ en toull-bac'h e vo muioc'h a gejadennoù gantañ hag ar gouarnamant, evit kavout un emglev. Laosket eo da vont d'ar 7 a viz Kerzu 1988, evezhiet e vez en e di memestra. Laosket eo da vont evit gwir gant aotre ar prezident De Klerk e miz C'hwevrer 1990, an abadenn-mañ a zo sellet er bed a-bezh, skignet e vez gant an holl skinwelioù er bed.

Burutelladennoù

Burutelladennoù lies a zo tro-dro d'an dudenn Mandela[1]. Biken n'eo bet paouezet gantañ da harpañ Muammar al-Qaddafi e Libia pe Fidel Castro e Cuba [2].

Notennoù ha daveennoù