Kampiñ

Eus Wikipedia
Kampiñ war an tevenn e kêr gouronkañ Prerow, en Alamagn.
Ur c'houdorenn savet en natur gant kamperien gant ur vallin, war un enezenn eus Loch Ard e Bro-Skos.

Kampiñ a zo mont da chom er-maez eus ar gêr, en un dachenn-gampiñ pe en natur, ha goudoriñ ha kousket en un deltenn, en ur c'harr-kampiñ, en ur garavanenn pe e kambr ar stered[1] evit un noz da nebeutañ. Tremen a ra ar gamperien o amzer en diavaez al lodenn vrasañ eus o chomadenn, oc'h ober traoù evit o dudi (evel an douristed, baleerien...) pe evit bevañ un dra all ha deskiñ diouti, evel bezañ emren pe labourat gant ur skipailh (evit strolladoù yaounkiz evel ar skouted). Kampiñ a c'hall ivez bezañ un doare da gaout bod evit tud re baour evit kaout ul lojeiz dereat, pe evit tud o deus dibabet ar gantreadezh evel o doare da vevañ.

Kroget e voe da gampiñ evit an dudi adalek deroù an XXvet kantved gant un niver bihan a dud, ha tamm ha tamm e teuas da vezañ un obererezh "demokrateloc'h" e-touez an dud a-hed ar c'hantved. Mont a ra ar gamperien d'an tachennoù-kampiñ (perc'hennet gant kêr pe brevez) pe d'an natur (maezioù, koadeier, menezioù, parkoù broadel, parkoù naturel...) hag a zo kement a dachennoù foran. Met en en nebeut broioù evel Sveden ha Bro-Skos eo aotret kampiñ war tachennoù prevez ivez. E broioù zo eo difennet ar "c'hampiñ gouez", da lavaret eo kampiñ er-maez eus an tachennoù-kampiñ.

Tachennoù-kampiñ a bep seurt a zo, re ar gêr ha re brevez, re marc'had-mat ha re keroc'h ha gant liveoù pourchasoù disheñvel aroueziet alies gant steredennoù. Tachennoù-kampiñ naturour a zo ivez, hag e Frañs "kampiñ war ar maez" da lavaret eo en ur prad pe ur park perc'hennet gant ul labourer-douar, hag an "tachennoù-kampiñ naturel" a zo tachennoù-kampiñ bihan hag amzeriat. An dud a c'hall degas ganto o zeltenn, o c'harr-kampiñ, met alies e vez tier heloc'h (mobilomoù) a c'hallont feurmiñ ivez. Tredan, dour, ur stal-voued, ur preti, ur davarn, ur sal ar gouelioù, ur poul-neuial, ur mini-golf, c'hoarioù evit ar vugale, marc'hoù-houarn, sonadegoù hag arvestoù zo e-touez ar servijoù a c'haller kavout eno. Kampiñ e mod-se zo un doare da vakañsiñ evit kalz a dud er broioù pinvidik.

"Spartaekoc'h" eo an traoù evit ar re a gamp en natur, met ar pal n'eo ket ar memes hini hag an douristed hag ar familhoù, ober sport hag aventuriñ en natur gouez ne lavarer ket. Pa gomzer eus "bivouak" e reer dave d'un doare da gampiñ en natur gouez, en ur mod skañv ha berrbad. Graet e vez bivouak gant an dud hag a ra trekking, tro-vale war droad pe gant skioù, alpaerezh, bushcraft, an dud hag a ra ur veaj pe c'hoazh ar vilourien.

Dafar kampiñ.

Dafar ar c'hamper a zo hervez e zoare da gampiñ hag e bal, met ret eo bezañ skañv ha pleustrek dre vras. Ar sac'h-kousket hag ur pallenn-leur, ur sac'h-kein, lienadoù, boued ha listri, ul lamp, dienn-heol, un tok, un droñsenn-emwalc'hiñ hag ur serviedenn zo e-touez an traoù a gaver an aliesañ gant ar gamperien.

Kampiñ er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kalz filmoù ha stiradoù ez eus kaoz eus kampiñ, evel kampiñ er c'hoadeier er film heuz stadunanat The Blair Witch Project (1999). Ur film brudet all eo Into the Wild (2007), istor un den yaouank hag a ya da vevañ e natur gouez an "Norzh Bras", en e unan. Dupont Lajoie zo ur gomedienn c'hall gant Yves Boisset eus 1975.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kousket e kambr ar stered war wikiriadur.