Zorro
Eus Wikipedia
Zorro (ger hag a dalvez "Louarn" e spagnoleg) a zo un dudenn bet ijinet e 1919 gant Johnston McCulley. Ur justisour masklet eo gwisket du hag a stourm a-enep an dijustis e Kalifornia spagnol an XIXvet kantved. Kalzik a vannoù-treset, filmoù, heuliadoù skinwel, romantoù... a zo bet savet abaoe gant an dudenn-se da haroz.