Ystwyth

Eus Wikipedia
Ar stêr Ystwyth.
Eienenn ar stêr Ystwyth : dont a ra er-maez diouzh ur yeun vihan, Gors-lwyd gwelet en tu kleiz ar skeudenn

Ar stêr Ystwyth zo ur stêr eus Kembre a dremen dre gêr Aberystwyth, a zo savet hec'h anv diwar anv ar stêr, a-raok kenaberiñ e bae Ceredigion gant ar Rheidol.

Eieniñ a ra e Cronfa Ddŵr Craig Goch e Cwm Elan. Traonienn ar stêr (Dyffryn Ystwyth) n'eo ket stank he foblañs, n'eus nemet nebeut a gêriadennoù, evel Ysbyty Ystwyth, Cwmystwyth, Pontrhydygroes, Llanilar ha Llanfarian.

Gwechall e oa mengleuzioù arc'hant, plom, zink, adalek amzer ar Romaned betek an XVIIIvet kantved. Mengleuz Cwmystwyth e oa ar vrasañ.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Henamzer e kaved an anvioù-mañ :

  • Stuctia[1]
    • Ptol. II. 3. 2 : Στoukkiα πoταμoύ έkβolαi = Stuccia / Stucia / Succia / Tuccia / Stulcia ... Fluvii Ostia
    • Ravenna 10829 : Iuctius

Talvoudegezh : "ar stêr gromm", diwar ur wrizienn *stuctio- ("kromm, kamm, stouet"), hag a adkaver e kembraeg (ystwyth), pe e brezhoneg (stouiñ).

  • Estuctia Fl.[2]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  2. *Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956.