Mont d’an endalc’had

Yehou (roue Israel)

Eus Wikipedia
Yehou e Promptuarii Iconum Isigniorum Guillaume Rouillé

Hervez an Tanac'h e voe Yehou[1], mab Nimshi, roue Israel etre 841 KJK ha 814 KJK.

Meneget eo Yehou evit ar wech kentañ e 2R 9. Ofisour e oa Yehou en arme Yoram, roue Israel. Kas a reas ar profed Elisha un diskibl da Ramot-Gilead evit oleviñ Yehou en ur lavarout : « Evel-hen e komz an Aotroù, Doue Israel : Da oleviñ a ran evel roue war bobl an Aotroù, war Israel. Skeiñ a ri war diegezh Ahav, da vestr ; hag e veñji gwad va servijerion, ar brofeded, ha gwad holl servijourion an Aotroù, eus dor Izevel. Kollet e vo holl diegezh Ahav ; […] Izevel a vo debret gant ar chas : ne vo ket beziet. »(2R 9, 6-10)[2].

Hervez an destenn ec'h iriennas Yehou enep Yoram neuze. Lazhañ a reas Yoram (2R 9, 24) hag Ahazia, roue Yehouda a oa deuet da welout Yoram e kêr Izreel. (2R 9, 27). Goude e lakaas lazhañ Izevel, stlapet diouzh he frenestr (2R 9, 33). Debret e voe korf Izevel gant chas (2R 9, « (35-37).

Reiñ a reas urzh da lazhañ holl diskennidi Ahav a oa e Shomron (2R 10, 1-11). Lazhañ a reas holl izili tiegezh Ahav a oa en Izreel. O vont da Shomron e kavas war e hent breudeur Ahazia, roue Yehouda. « Hag e voent tapet bev hag aberzhet e-kichen puñs Bet-Eked : daou ha daou ugent den. Ne vanas nikun anezho. » (2R 10, 14)[3].

« Erruet e Shomron, e skoas war an holl re a vane eus Ahav » (2R 10, 17).

Distrujañ a reas holl veleien ha servijerien Baal ha diskar a reas ti Baal (2R 10, 18-27).

Diwar-benn e ren e c'heller lenn : « Hag e raskas Yehou Baal eus Israel. Koulskoude, pec'hedoù Yarovam, mab Nevat — hag en devoa laket Israel de bec'hiñ — ne guitaas ket diwar o lerc'h, (diwar) al leueioù aour a oa e Bet-El hag e Dan.

Hag e lavaras an Aotroù da Yehou : « Peogwir ec'h eus sevenet mat ar pezh a oa reizh ouzh va daoulagad, ha graet hervez ma c'halon e-keñver tiegezh Ahav, da vibion, betek ar pevare rumm, a goazezo war dron Israel ». Met Yehou ne voe ket aketus da gerzhout gant lezenn an Aotroù, Doue Israel, a holl galon : ne guitaas ket diouzh pec'hedoù Yarovam, en doa laket Israel da bec'hiñ.

En deizioù-se, e krogas an Aotroù da grennañ diwar Israel, hag e skoas warno Hazael, war holl arzhoù Israel, adalek ar Yarden, ouzh ar Sav-heol, holl vro Gilead, Gadiz ha Reouveniz ha Menashe, eus Aroer, war froud an Arnon, ar Gigal hag ar Bashan. » (2R 10, 28-32)[4].

Ren a reas Yoahaz, e vab, war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Anvet eo Jehu e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 332
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 177
  3. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 178
  4. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 179