William Vainqueur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

William Vainqueur a zo ur c'hoarier mell-droad ganet d'an 19 a viz Du 1988 e Neuilly-sur-Marne. Kreizer eo e skipailh mell-droad Naoned.

Stummet gant an FK Naoned, c'hoariet en doa evit ar wech kentañ e Ligue 1 d'an 18 a viz C'hwevrer 2007 e-pad ar c'hrogad OM-Naoned (0-0) gant Bocundji Ca en e gichen.

C'hwitet en doa e stummadur pa oa e kreizenn bleustriñ an AJ Auxerre, mont a reas neuze e skipailh Bussy-Saint-Georges, 'kostez Pariz. Aze e wello an FK Naoned anezhañ. E miz Mae 2007, e sin William Vainqueur e c'hevrad labour kentañ gant an FK Naoned evit 3 bloaz. Gloazet eo er glin e penn kentañ ar bloavezh 2007/08 e-kerzh ur staj gant Skipailh Frañs dindan 19 vloaz. Ne zistroio gant skipailh kentañ an FK Naoned nemet d'an 2 a viz C'hwevrer 2008 e-pad ur c'hrogad evit Kib Frañs a-enep Sedan, hep bezañ c'hoariet.