Wikipedia:Merourien/Klemmoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Taolenn |
[kemmañ] Klemm (pibien)
Klemm a savan a-enep da Venoni:
- torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant pennadoù savet ganin
- gant 8 pennad
[[1]]
-
- gant 6 pennad
[[2]] ha skornet ar pennad war lerc'h torriñ al liammoù.
Kement-se zo ur merk nevez a zispriz ouzh al labour graet hag ouzh ul labourer bet kunujennet gantañ dija.
Goulenn a ran ma vo adsavet al liammoù ha roet un evezhiadenn sklaer evit ma paouezo seurt oberoù. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:40 (UTC)
[kemmañ] Respont klemmoù
- Grevus e rankfe bezañ un afer bennak evit sevel klemm met war ar Wikipedia-mañ eo deuet da vezañ ur boaz. Gwelomp hag-eñ eo gwir ar pezh 'zo bet tamallet da Venoni gant Bianchi-Bihan:
[kemmañ] Tamall 1: "torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant 8 pennad"
- Aet on da geñveriañ istor ar pennadoù-se ha war a welan N'EO KET BET TORRET AL LIAMMOÙ dre m'eo bet savet adkasoù eus an eil stumm d'egile. Ret eo anzav, avat, ne gavan ket poellek mont da gemmañ stumm anvioù ar pennadoù keit ha m'emañ war ar stern ur votadeg diwar-benn ur politikrezh envel o tennañ d'an dachenn resis-se (d.l.e. ar bibien) ha kavout a rafen gwell gortoz betek fin ar vouezhiadeg betek ma vo bet tizhet ur c'hendiviz a ranko bezañ doujet outañ. Diouzh an tu all, avat, e ranker anzav ivez ma kav mat un implijer bennak kerderc'hel da sevel pennadoù war an dachenn-se daoust ha m'eo bet goulennet hag erbedet outañ gortoz dre m'en deus pep hini ar gwir da sevel pennadoù war an dachenn a blij dezhañ/i ar gwellañ ha dindan ar stumm a blij ar gwellañ dezhañ/i keit ha ma n'eus bet tizhet kenemglev ebet war an dachenn se, ken gwir all eo e c'hell an neb kemmañ pennadoù bet savet gant implijerion all seul wezh ma n'a ket a-enep d'ar reolennoù ha d'ar c'hendivizoù.
- Ma ali: TAMALL FAOS.
[kemmañ] Tamall 2: "torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant 6 pennad"
- Ne welan ket an difoc'h. Marteze e oa bet torret al liammoù er penn-kentañ ur wezh kemmet stumm an anvioù met adkasoù ez eus bremañ ha n'em eus kudenn ebet evit mont eus an eil stumm d'egile a gas d'ar penandoù bet savet gant B-B.
- Ma ali: TAMALL FAOS.
[kemmañ] Tamall 3: "skornet ar pennad war lerc'h torriñ al liammoù"
- Da gentañ, evel em eus displeget a-us, n'eo ket bet torret al liammoù. Reizh e kavan skornañ ar bajenn betek gortoz ur c'henemglev diwar-benn an dachenn envel-mañ evit mont e-bioù d'ur brezel kemmañ-digemmañ. Ne gomprena ket tre perak eo bet kemmet ar stumoù a-raok skornañ ar bajenn met n'eus forzh penaos eo kenkoulz an eil stumm hag egile keit ha na vo ket tizhet un emglev war an dachenn evel-mañ. Stanket eo bet ar bajenn 'michañs gant ar stummoù resis-se peogwir e klota ar stummoù-se gant ar stumm bet votet gant ar muiañ a dud betk-hen (lâret a ran "'michañs" peogwir n'on ket aet da wiriekaat) ha dre ma vo achu ar votadeg emberr ne vo ket kollet kemendall a amzer gant ar verourion o rankout mont da gemmañ an holl stummoù war-lerc'h. Ma'z eo hennezh an abeg e komprenan ar rag hag ar perag daoust ha m'em bijekavet gwell gortoz betek ma vo achu ar votadeg. N'eus forzh penaos, hen adlârete a ran - ar gwir en/he deus un implijer/ez da sevel penandoù ken m'en/he deus un implijer/ez d'o c'hemmañ keit ha ma ne vez torret reolenn pe kendiviz ebet dre hen ober.
- Ma ali: TAMALL FAOS.
Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 06:56 (UTC)
[kemmañ] Respont
- Souezhus: ar pezh a welan gant ma daoulagad amañ [[3]]
hag amañ [[4]] ne vez ket gwelet gant an holl?
- Grevus? Terriñ liammoù a dalv ur sac'hadenn un devezh er wiki gallek, daou zevezh pa vez adkroget.
- Aet on da geñveriañ istor ar pennadoù-se ha war a welan N'EO KET BET TORRET AL LIAMMOÙ dre m'eo bet savet adkasoù eus an eil stumm d'egile. Brav eo da lavarout: perak ne lavarez ket an afer en he hed?
- Gant Benoni e oa torret al liammoù
- Ganin e oa graet an adkasoù (da 3 eur vintin), ha n'eo ket gant Benoni, setu perak teus gwelet anezho : unan o torriñ, unan oc'h esa dresañ
- Ne gemmen ket anvioù evit ar blijadur met evit ober liammoù gant pennadoù, pe krouet dija gant tud all (Urban V), pe am boa krouet dija (Linus), pe e oan o klask krouiñ, pa oa unan all o torriñ anezho a-drek ma c'hein
- ma c'hoarvezfe ganit e kavfes plijadur e-leizh.
- Ne gemme ket Benoni ma c'hemmoù evit labourat war ar pennad ha degas danvez nevez e-barzh, met dre ma felle dezhañ herzel ouzh ma gwir da labourat war ur pennad ha netra ken, evel ma oarez mat-kenañ, peogwir en doa goulennet an aotre diganit da ober kement-se un tamm a-raok.
-
- Ma ali: n'out ket neptu en afer. Ma vijes e lavarjes splann eo difennet terriñ liammoù: ne rez ket. Ha ne lavarjes eo faos. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 09:12 (UTC)
-
-
- DIWALL: ret eo degas prouennoù pa glaskez diswel n'emañ ur merour bennak neptu e alioù. Neptu em eus klasket bezañ rak, da gentañ-holl, daoust ha ma c'hellfen difenn evel implijer ma'z on (hag ar gwir ganin d'hen ober koulz hag ar re all, evel-just) ur sav-poent bennak war afer envel er bibien hag a c'hellfe klotaat gant da hini pe get em eus klasket chom hep difenn savpoent-pe-savpoent war an dachenn-mañ evel merour, hag ouzhpennañ 'rafen a-walc'h ne vern ket re din penaos e vez graet eus ar bibien nag e brezhoneg nag e yezh ebet all ha da eil on aet da glask daveoù fetis dre geñveriañ ar pennadoù bet meneget ganit ez tammallaoù. War a welan-me, ha marteze on faziet ha marteze ec'h a en-dro ma urzhiataer en un doare disheñvel diouzh da hini, n'eo bet torret liamm ebet (da lâret eo n'int ket deuet da vezañ liammoù ruz o kas da neplec'h) rak dasout ha m'eo bet kemmet stumm an anvioù, hag hen adlâret a ran ar gwir en deus un implijer all da gemmañ da bennadoù koulz ha te d'o sevel, ez eus bet savet adkasoù da heul eveit ma ne vefe ket torret al liammoù-se. N'em boa sellet, evel-just, nemet eus al liammoù meneget ganit ez klemmoù - n'hallan ket mont da wiriekaat pep tra (ouzpenn 16.00 pennad ez eus bremañ...). N'em boa ket sellet piv en doa savet an adkasoù - ma oas te,, gwell ha se. Gwir eo e rankje bezañ graet gnt Benoni - met, evel ma skrivez-te gwezh ha gwezh all, e vefe mat leuskel amzer d'an dud a-raok barn ar pezh a reont. Piv 'aor, n'on ket da difenn adenvel pennadoù e korf ur pennad all ha nueze terriñ liammoù hep sevel adkasoù. Difennet? N'oûn ket re, gwall boellek noe ket moarvat. N'eus forzh penaos en deus kilet en deus Benoni ha lâret en deus e vo adlakaet an holl anvioù evel ma oant betek fin ar votadeg. Achu an afer neuze marteze? Pe klasket e vo adstagañ ganti adarre? Hag arabat klask llaat e genoù tud all ytraoù n'o deus ket lâret, d.s. "ma c'hoarvezfe ganit e kavfes plijadur e-leizh". Plijadur a-leizh ne gavin ket sur ha n'eo ket marteze pa ranko bezañ kemmet an holl pennadoù enne anvioù pibien m'ac'h a disoc'h ar votadeg da vont war an tu disheñvel diouzh an hini difennet ganit... M'añfin, ne vo ket honnezh ar wezh kentañ ma rankin koll ma amzer evel-se ha sur-mat ne vo ket ar wezh diwezhañ ivez.
Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 12:55 (UTC)
- DIWALL: ret eo degas prouennoù pa glaskez diswel n'emañ ur merour bennak neptu e alioù. Neptu em eus klasket bezañ rak, da gentañ-holl, daoust ha ma c'hellfen difenn evel implijer ma'z on (hag ar gwir ganin d'hen ober koulz hag ar re all, evel-just) ur sav-poent bennak war afer envel er bibien hag a c'hellfe klotaat gant da hini pe get em eus klasket chom hep difenn savpoent-pe-savpoent war an dachenn-mañ evel merour, hag ouzhpennañ 'rafen a-walc'h ne vern ket re din penaos e vez graet eus ar bibien nag e brezhoneg nag e yezh ebet all ha da eil on aet da glask daveoù fetis dre geñveriañ ar pennadoù bet meneget ganit ez tammallaoù. War a welan-me, ha marteze on faziet ha marteze ec'h a en-dro ma urzhiataer en un doare disheñvel diouzh da hini, n'eo bet torret liamm ebet (da lâret eo n'int ket deuet da vezañ liammoù ruz o kas da neplec'h) rak dasout ha m'eo bet kemmet stumm an anvioù, hag hen adlâret a ran ar gwir en deus un implijer all da gemmañ da bennadoù koulz ha te d'o sevel, ez eus bet savet adkasoù da heul eveit ma ne vefe ket torret al liammoù-se. N'em boa sellet, evel-just, nemet eus al liammoù meneget ganit ez klemmoù - n'hallan ket mont da wiriekaat pep tra (ouzpenn 16.00 pennad ez eus bremañ...). N'em boa ket sellet piv en doa savet an adkasoù - ma oas te,, gwell ha se. Gwir eo e rankje bezañ graet gnt Benoni - met, evel ma skrivez-te gwezh ha gwezh all, e vefe mat leuskel amzer d'an dud a-raok barn ar pezh a reont. Piv 'aor, n'on ket da difenn adenvel pennadoù e korf ur pennad all ha nueze terriñ liammoù hep sevel adkasoù. Difennet? N'oûn ket re, gwall boellek noe ket moarvat. N'eus forzh penaos en deus kilet en deus Benoni ha lâret en deus e vo adlakaet an holl anvioù evel ma oant betek fin ar votadeg. Achu an afer neuze marteze? Pe klasket e vo adstagañ ganti adarre? Hag arabat klask llaat e genoù tud all ytraoù n'o deus ket lâret, d.s. "ma c'hoarvezfe ganit e kavfes plijadur e-leizh". Plijadur a-leizh ne gavin ket sur ha n'eo ket marteze pa ranko bezañ kemmet an holl pennadoù enne anvioù pibien m'ac'h a disoc'h ar votadeg da vont war an tu disheñvel diouzh an hini difennet ganit... M'añfin, ne vo ket honnezh ar wezh kentañ ma rankin koll ma amzer evel-se ha sur-mat ne vo ket ar wezh diwezhañ ivez.
-
[kemmañ] Setu listenn an tamalloù faos (sic) a zo kemend-all a liammoù am eus ranket adsevel war-lerc'h o distruj graet gant Benoni hag a zo abeg ma c'hlemm
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Sergius Iañ; 01:27 . . (+26) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Sergius Iañ)
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Mark; 01:26 . . (+18) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Mark)
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Jelvestr Iañ; 01:25 . . (+27) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Jelvestr Iañ)
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Marsellus Iañ; 01:25 . . (+28) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Marcellus Iañ)
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Lucius Iañ; 01:24 . . (+25) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Lucius Iañ)
- (diforc'h) (ist) . . N Pap Kornelius; 01:23 . . (+21) . . Bianchi-Bihan
(kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Korneli)
- (diforc'h) (ist) . . N Anakletus; 01:23 . . (+23) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Anacletus)
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Marsellinus; 01:22 . . (+25) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Marcellinus)
- (diforc'h) (ist) . . Cornelius; 01:19 . . (+55) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn| degasadennoù)
Ankouaet em boa unan, hag am eus graet diwezhatoc'h:
- (diforc'h) (ist) . . N Pab Urban V; 09:36 . . (+21) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Klask adkrouiñ gant un adkas ar seizhvet pe eizhvet liamm torret gant Benoni)
E gwirionez e oa 10 liamm torret. 10 tamall faos? Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 09:48 (UTC)
- An hevelep re? Ma'c'h int bet ankounac'haet gnit n'o ket ur souzh ma n'int ket bet gwelet ganin, rak daoust ha ma c'hell seblant bezañ galloud gant ur merour, n'on ket doue. Neal (Kaozeal) 20 Her 2007 da 13:06 (UTC)
[kemmañ] Respont Benoni
Trugarez da Neal o vezañ kemeret amzer o respont da tamalloù faos Bianchi-Bihan. Un dra zo gwir d'an nebeutañ e tamalloù BB: n'am eus ket skornet ar bajenn evit labourat warni ha lakaat ma savpoent da dalvezout. Skornet eo bet ganin er stad ma oa e penn-kentañ ar c'hendiviz reolata. Setu tout. Met evit klozañ an afer, ez eo bet adlakaet ganin ar c'hemmoù anv kaset gant BB. N'on ket neutrel tamm ebet eta: lakaat a ran ali BB da dalvezout, dre m'eo bremañ skornet bremañ ar bajenn betek diryaou war ar furm savet gant BB. Emichañs ne teuio den ebet da glemm o rebech din bezañ nann neutrel evit kement-mañ
.
Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 09:58 (UTC)
[kemmañ] Ur respont all
- Adlakaet eo bet ar pennadoù gant ma liammoù? Mont a rin da welet. Kement-se a ziskouez e oant bet tennet evel-just. An tamalloù faos ne oant ket faos eta... evel-just.
- Ma vije bet kaozeet ganin eus ar pennad-se ne vije ket bet ezhomm da skornañ ar bajenn tamm ebet ... ha ne vije bet afer ebet. N'eo ket bet graet.
- Chom a ra daou dra:
- ar ger pab lakaet dirak pep anv pab (war skouer ar saozneg) a vo da dennañ er pennad Roll pibien, labour e oan krog d'ober, hag a vo da genderc'hel;
- ar pennadoù adkas, am boa RANKET sevel evit adober al liamm, a vo da ziverkañ ma'z eo bet adlakaet al liammoù reizh (n'eus ket pennadoù Roue Loeiz, Prezidant Sarkozy, na Senedour Mélenchon): an hini en doa skornet ar bajenn n'en doa soñjet nemet e-barzh mirout ouzhin da labourat, met n'en doa ket soñjet e oa o krouiñ labour ouzhpenn. Evel-se e vez labouret war ar wiki-mañ: hep gwelout ar c'hudennoù a sav war-lerc'h dibaboù zo. Ha kudennoù a vo gant pep anv a vo klasket brezhonekaat. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 16:22 (UTC)
[kemmañ] Klemm enep gourdrouz Benoni
E-kreiz ur gaoz diwar-benn an anvioù latin (pajenn Kaozeal:Lukius Iañ ) en deus skrivet Benoni: Diwall! Lakaet out bet war evezh dija, setu trawalc'h gant da gunujennoù bremañ (div wech dija war ar bajenn-mañ)! Respontet 'm eus bet dija kant gwech war ar bajenn-mañ, war ar bajenn Kaozeal:Roll ar bibien, ha war pajenn kaozeal ar c'hendiviz reolata. Petra lavar ouzhpenn? Lusius a zo ur brezhonekadur "a minima", evel m'eo Luciws ur c'hembreekadur "a minima". N'em eus ket amzer adskrivañ tout ar pezh 'm eus skrivet dija setu lenn ar bajenn-mañ hag ar pajennoù e liamm. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 20:15 (UTC)
Klemm a savan
- peogwir e kav gwelloc'h gourdrouz e-lec'h arguzenniñ pa chom berr
- peogwir e ya da ijinañ kunujennoù e-lec'h n'eus ket : lavaret em boa dezhañ diskouez pelec'h e weler ur gunujenn, n'eo ket bet gouest d'ober, peogwir ne oa hini ebet
- ma vije diskouezet unan din e vijen-me gouest d'en em zigareziñ, ar pezh n'en deus-eñ graet biskoazh, evel da vare ma c'hlemm diwezhañ ,
- peogwir e implij an arguzenn-se evel digarez da gastizañ ac'hanon bep tro ma ne vezan ket a-du gantañ pa zispak arguzennoù gwan.
Goulenn a ran ma teuje un tredeog neptu da lavarout dezhañ chom hep gourdrouz an dud pa ne vezont ket a-du gantañ. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 21:31 (UTC)
- Krediñ a rez sevel klemm a-enepdon p'emaout o lakaat reuz war wikipedia dibaoe derc'h dre ma nac'hez disoc'h ur c'hendiviz reolata???!!! Biskoazh kemend-all!!!!! Setu ma goulennez ganin, ya, sevel a ran klemm a-enepdout:
- Evit lakaat bep tro ha dalc'hmat reuz war wikipedia evit an abegoù disterañ
- Evit nac'h disoc'hoù ur c'hendiviz reoliata
- Evit da dagadennoù diehan a-enepdon:
- War pajenn Kaozeal:Lusius Iañ: skrivañ e lavaran "gevier ruz!"; gourdrouzañ ac'hanon en un doare dismegañsus kenañ "er vuhez n'halli ket, biken", "ne oar ket Benoni", hag all
- War ar pajenn Kaozeal:Roll ar bibien: silañ e vijen un nazi "An ideologiezh über alles", hag all.
Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 21:41 (UTC)
[kemmañ] Respont
- Klemm a gredin sevel adalek ma vo gourdrouz evel ma zo bet ganit.
- N'em eus ket lakaet reuz, arguzennet em eus bep tro: n'eo ket dre ma faot ma oa gwan an arguzennoù kontrol din
- Gwashoc'h reuz eo, d'am soñj, lavarout traoù faos diwar-benn distagadur al latin ha kemer se da ziazez evit kemm anv ur pennad : d'am soñj ne gas ket brud vat d'ar wikipedia
- Tagadennoù: evit ur wech e lavarez eus petra ez eus kaoz: evel "tagadennoù diehan" (anaout a ran an diskan) nevenegez nemet daou dra a gavan iskis-bras:
- "gevier ruz!"; Anzav a ran e implijan a-wechoù gerioù kreñv: met pa lavarez traoù n'int ket gwir (komz eus Lusio pa'z eo Lucio, ken splann hag an heol da greisteiz), ha pa ne fell ket dit anzav, ez eus peadra da goll pasianted. Klask a rin mestroniañ ma imor, met mat e vije dit ober ur striv bennak ivez.
- silañ e vijen un nazi "An ideologiezh über alles", hag all. Krediñ a raen ne c'halle ket ur politikour desket eveldout meskañ daou c'her alamanek difoupet evel-se gant un ideologiezh bennak: kustum omp da welout seurt meskailhez gant an aotrou Schweinmann (stumm orin anv Chevènenement), hag e ziskibien c'hallek, biken n'em bije soñjet gwelout unan bennak ac'hann o vont d'o heul; ma kari e lenni: [[5]].
Ma tennez da c'hourdrouzoù e vo echu, a-hend-all ... ez ay pelloc'h. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 22:06 (UTC) Er wikipediaoù all e vez graet poent Godwin eus silañ e vijen un nazi. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 16:54 (UTC)
- Stanket e vo B-B ganin e-pad un nebeud devezhioù. Ne vo ket asantet gganin kenderc'hel da dagañ ha na gunujenniñ an dud evel-hen. N'eus netra da welet gant an dibaboù yezh na gant an daore da envel ar bibieon met gant an emzalc'h. Displeget pellc'h war pajenn gaozeal Bianchi-Bihan.
Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Her 2007 da 09:13 (UTC)
- Displegadenn ebet. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 05:46 (UTC)
[kemmañ] 9 foent Godwin
- "Arbeit macht frei"
- "Untermensch"
- "Ein Volk, ein Land, ein Reich, ein Fuhrer"
- "Gestapo"
- "Schutzstaffel"
- "Meine Ehre heißt Treue"
- "Die Endlösung"
- "Einsatzgruppen"
- "Sicherheitspolizei"
- "Stasi"
- 9 foent Godwin gounezet amañ, 10 all war ma fajenn-gaozeal.
- Hag evel just, tu ebet da glemm! Gwall dreut eo gwirioù ar genlabourerien er rouantelezh. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 05:46 (UTC)
[kemmañ] Emzalc'h dichek
Klemm a savan a-enep da Venoni abalamour d'e emzalc'h dichek ha feuls amañ [[6]]. Abaoe un toullad deizioù emañ o klask brezeliañ, da skouer amañ:
- tagadenn bersonel [[7]]
- Kaozeal :Olympos
Ma oar en em zigareziñ e vo echu amañ. Ma fell dezhañ kenderc'hel e vo ret da unan bennak lakaat anezhañ da baouez. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 23:54 (UTC)

