Virus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar virus (diwar al latin virus, hag a dalv ampoezon) a zo un elfenn viologel munut ha ne c'hell lieskementiñ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Kontammiñ a reont an holl vevien, loened,plant, bakteri hag archaea.

Anavezout a reer tro-dro 5000 seurt a virus pa vefent milionoù moarvat. Studi ar virus a zo anvet ar virologiezh, hag a zo ul lodenn eus ar vikrobiologiezh.

Teir lodenn a zo en ur virus : genoù graet diwar TDN pe TRN ; ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù ha ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteriennoù eo ar virus daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteriennoù bihanañ.