Verb diglok
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb diglok (saoz. defective verb) evit komz eus ur verb diglok e displegadur, da lâret eo n'hall ket bezañ displeget en holl doareoù, amzerioù, gourioù ha/pe arvezioù evel ar verboù ordinal en hevelep yezh.
Yezhoù skouer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iwerzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En iwerzhoneg n'haller displegañ ar verb arsa ("lâret") nemet en amzer-vremañ hag en amzer-dremenet. Ar verb-stagañ is ("bezañ") a vank dezhañ an amzer-dazont, an doare-gourc'hemenn hag an doare-divizout.
Latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El latin ez eus ur rummad verboù diglok a c'hell bezañ displeget en amzer-dremenet nemetken, hep amzer-vremañ. Koulskoude, daoust ma vezont displeget en amzer-dremenet eo en amzer-vremañ e rank bezañ komprenet o ster, da skouer:
- "odisse" ("kaout kas ouzh")
- * "odo/odio" ("kas am eus ouzh")
- → "odi" ("kas am boa ouzh" = "kas em eus ouzh")
Portugaleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a verb diglok ez eus e portugaleg, da skouer n'haller ket displegañ ar verb "colorir" ("livañ") er c'hentañ gour unander en amzer-vremañ (*"coloro") na rankout a reer implijout verboù all be troiennoù all en e blas, da skouer "pinto" (diwar ar verb "pintar") pe "estou a colorir"/"estou colorindo" ("o livañ emaon").
Saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Verboù diglok eo ar verboù-doareañ e saozneg (hag er yezhoù germanek all), rak ne dalvezont hiziv nemet da verboù-damskoazellañ ha n'hallont ket bezañ displeget en holl amzerioù ha n'heller ket sevel gerioù-etre diwarne, n'o deus ouzhpenn stumm reizh ebet evit an anv-verb:
- Verb boas klok:
- "to go" (anv-verb: "mont")
- "he will go" (amzer dazont: "mont raio")
- "going" (stumm-ober/stumm-ambroug: "o vont")
- Verb-doareañ diglok:
- "can" ("gallout")
- *"to can" ( → "he is able to": "gouest eo da")
- *"he will can" ( → "he will be able to": "gouest e vo da")
- *"canning"