Valentina Terechkova
Eus Wikipedia
Valentina Vladimirovna Terechkova (rusianeg: Валенти́на Влади́мировна Терешко́ва), ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1937, a zo bet un egoraerez soviedat. Ar plac'h kentañ eo bet o veajiñ en egor, ha betek bremañ (2012), ar plac'h nemeti bet o veajiñ hec'h-unan en un egorlestr. E-bourzh Vostok 6 e loc'has d'ar 16 a viz Mezheven 1963 hag e kelc'htroas tri devezh en-dro d'an Douar. Ret e voe gortoz 19 vloaz evit gwelet ur plac'h all oc'h egorverdeiñ war he lerc'h.