Ulrika Eleonora ar Yaouankañ
Eus Wikipedia
- Ur pennad Ulrika Eleonora zo ivez.
Ulrika Eleonora ar Yaouankañ (1688-1741), ganet ha marvet e Stockholm, a voe rouanez Sveden war-lerc'h he breur Karl XII .
He buhez [kemmañ]
Merc'h e oa d'ar roue Karl XI ha d'ar rouanez Ulrika Eleonora av Danmark (1655-1693). Dimeziñ a reas en 1715 da Frederik, landgrav Hessen-Kassel.
Anvet e voe da rouanez en 1718 goude degemer bonreizh nevez ar vro a lakae fin d'an hollveliouriezh, a lakae harz da c'halloud ar roue rannet etre ar sened hag ar stadoù. Dilezel a reas he c'harg en 1720 hag anvet e voe he fried da roue. Ganto e krogas marvezh ar frankiz,