Triosphere

Eus Wikipedia
Triosphere
Triosphere e 2016. A gleiz da zehou: Tårneby, Haukland, Byberg, ha Bergesen.

Ganet 2004
Norvejia
Doare(où) Heavy metal, power metal, progressive metal
Label(ioù) AFM Records, Face Front, Plastic Head Distribution, Spiritual Beast
Lec'hienn ofisiel http://www.thetriosphere.com/

Triosphere a zo ur strollad heavy metal eus Trondheim, Norwe, krouet e 2004 gant ar vasisterez Ida Haukland, hag ar gitarour Marius Silver Bergesen. Anavezet int gant o zonioù hag o c'hanadegoù dam-power metal, en ur implijiñ elfennoù progressiv. Bergesen a zo kenaozour ar perzh binviaouek, gant Haukland a skriva hag a genaoza ar c'homzoù.

Ar strollad a oa bet savet evel un trio gant Haukland, Silver, hag an tabouliner Ørjan Aare Jørgensen, o deus embannet o EP kentañ: Deadly Decadence e 2005. Goude bezañ enrollet o album kentañ Onwards deuet er-maez e 2006 o deus brasaet war-zu ur quartet en ur oc'hpenniñ un eil gitarour, Tor Ole Byberg, hag o deus graet un dro gant meur a strollad all: W.A.S.P., Kamelot, Arch Enemy, ha Sonata Arctica. E-keit-se o deus peurachuet an album The Road Less Travelled e 2010 ha The Heart of the Matter e 2014, a zo bet degemeret mat o daou gant ar burutellerezh. Jørgensen a zo aet kuit ag ar strollad e miz Meurzh 2014 goude enrolladenn an album The Heart of the Matter, hag e voe-eñ erlec'hiet gant Kenneth Tårneby e miz Du.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albumoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Onwards (2006)
  • The Road Less Travelled (2010)
  • The Heart of the Matter (2014)

Demo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Deadly Decadence (2005)

Singles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Trinity"
  • "Human Condition"

Klipoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Trinity"
  • "Onwards Part 2"
  • "Marionette"

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ida Haukland o sonniñ ha kanañ gant Triosphere e 2015 er festival 70000 Tons of Metal.
Izili a-vremañ
  • Ida Haukland - penn kan, bass (2004–present)
  • Marius Silver Bergesen - gitar, kan-ambroug (2004–present)
  • Tor Ole Byberg - gitar, kan-ambroug (2006–present)
  • Kenneth Tårneby - toumperezh (2014–present)
Izili bet gwechall
  • Ørjan Aare Jørgensen - toumperezh (2004–2014)