Triftongenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen triftongenn (diwar ar henc'hresianeg: τρίφθογγος "gant teir sonenn"; "gant teir zonenn""; saoz.: triphthong) evit komz eus teir vogalenn distaget renk-ouzh-renk o tremen an eil d'eben dre en em silañ betek krouiñ ur silabenn nemeti.

Keit ha m'az eus ul lec'h-teod nemetañ gant ur vonoftongenn , enne ur vogalenn nemetken, da lâret eo e tosta an teod oiuzh ul lec'h resis e diabarzh ar genoù nemetken ha gant pep diftongenn ez eus daou lec'h-teod, ec'h a an teod a lec'h da lec'h er genoù o tremen eus ul lec'h kentañ d'ul lec'h diwezh o tremen dre ul lec'h etre.

Bez' e c'heller pouezañ muioc'h war n'eus forzh peseurt elfenn eus un triftongenn,

Pouezet war an elfenn gentañ
alamaneg Suis: ['uə̯w] e Schueu ("skol")
latveg: ['iea] e tie ("int")
Pouezet war an eil elfenn
spagnoleg: [wej] e buey ("ejen")
sinaeg mandarinek unvan: [waj] e 快 kuài ("buan")
Pouezet war an trede elfenn
roumaneg: [e̯o̯a] e pleoape ("kroc'hen-lagad")

Gwelit ivez:[kemmañ]