Tri
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tri eo anv brezhonek an niver etre daou ha pevar, a zo skrivet 3, ha teir eo furm wregel (pe benel) ar ger.
Trede ha trivet eo an anvioù-gwan-petvediñ a glot gantañ, ha trede pe teirvet eo a glot gant teir.
Taolenn |
[kemmañ] Arveroù lieseurt
- Anv ar bloavezh 3
- Tri ferson an Drinded, er relijion gristen
- An Tri Romant, anv brezhonek teir danevell gembraek eus ar grennamzer anvet Y Tair Rhamant
- Un triad a zo ur bodad tri, tri den pe tri zra.
[kemmañ] Rakger
Ur rakger eo e gerioù evel ar re-mañ:
[kemmañ] Iskis
Pevar den e oa an Tri Mouskeder brudet.
[kemmañ] Trede
-
- An Trede Emsav
- An Trede Republik Gall
- An Trede Reich