Trenkenn dezoksiribonukleek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Framm teirmentek ur volekulenn TDN.

An drenkenn dezoksiribonukleek (berraet e TDN) zo ur volekulenn a gaver en holl vevien. Kavet e vez e nukleus ar c'helligoù eukariot, e sitoplasm ar c'helligoù prokariot, er mitokondriennoù hag er c'hloroplastoù. Lod eus ar virusoù o deus ivez TDN serret en o c'hapsidenn.

En TDN emañ an holl ditouroù genetik a zo ezhomm anezho evit mont en-dro ar bevedeg. Gallout a raer keñveriañ an TDN ouzh ul levr keginañ, ennañ an holl rekipeoù evit gallout fardañ proteinoù, TRN...

[kemmañ] Stumm

Div neudenn nukleotidoù stag an eil ouzh eben a ya d'ober an TDN. Heuliad bazennoù an nukleotidoù a sav kodoù a c'hell bezañ lennet gant implij ar c'hod genetik. Titouriñ a ra war peseurt trenkennoù aminek a vo implijet evit sevel ar proteinoù.

Framm kimiek an TDN

Molekulennoù sukr (an dezoksiriboz) ha fosfat, stag a bep eil, a ya d'ober skeledenn an TDN. Ar bazennoù zo stag outi. Peder bazenn zo en TDN : adenin (A), sitozin (C), guanin (G) ha timin (T).

An div neudenn nukleotidoù a vez liammet dre o bazennoù : guanin ouzh sitozin hag adenin ouzh timin. Evel-se ez eus stumm un droellenn doubl gant an TDN.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all