Trede Brezel Dizalc'hiezh Italia

Eus Wikipedia
Emgann Custoza e 1866, etre armeoù Aostria hag Italia.
Vittorio Emanuele II, roue Italia, poltredet gant Tranquillo Cremona.</ref>
Italia a-raok ar brezel, e 1861.

Trede Brezel Dizalc'hiezh Italia e 1866 zo un tennad eus an hent war-du unvanidigezh Italia ergerzhet abaoe 1848, hag ar brezel diwezhañ da dizhout ar pal, peurunvaniñ ar vro ha stagañ ouzh rouantelezh Italia, krouet en 1861, div lodenn all: Venezia, a oa chomet dindan Aostria, ha tolead Roma, chomet dindan beli ar pab.

Ar frankizourien italian a oa mennet da dizhout ar peurunvaniñ, tra ma klaske gouarnamant Italia chom hep diaesaat an darempredoù gant ar broioù amezek.

En 1862 e kuitaas Giuseppe Garibaldi porzh Genova da vont da Sikilia, ha dilestrañ a reas e Palermo gant soudarded emouestl, mennet da vont da gemer Roma, o soñjal e vefe laosket d'ober gant ar roue. Gant 2 000 a emouestlidi e lestras eus Catania hag e tilestras e Melito d'ar 24 a viz Eost, prest da vont war-du an Aspromonte. Met ar jeneral Cialdini a gasas ur rannarme, renet gant ar c'horonal Pallavicino da herzel arme an emouestlidi.

Emgann a voe, gloazet e voe Giuseppe Garibaldi, prizoniet evel e armead. Pa voe pareet e voe laosket da zistreiñ d'e di e Caprera.

A-benn ar fin e roas tro ar brezel-mañ da welout arme Italia oc'h en em gannañ evit dieubiñ an douaroù chomet dindan Aostria.