Towarzysz pancerny
Neuz
Towarzysz pancerny — Eoullivadur gant Józef Brandt | |
Houarnwisk ha dafar an unvezioù towarzysz pancerny Dibennn ar XVIIvet kantved Muzeum Wojska Polskiego |
Towarzysz pancerny ("ambrouger hobregonet" ; liester : towarzysze pancerni, pe pancerni) a veze graet eus ur marc'heger e Polonia adalek ar XVIvet betek an XVIIIvet kantved.
An anv a zeu eus o jakon (pancerz). An unvezioù-se a oa an eil skourr pouezusañ e marc'hegiezh ar vro, goude ar re hussar.
-
Towarzysz pancerny
Dariusz T. Wielec -
Przednia straż
Władysław Szerner
Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez graet gant ar ger pancerni evit ober anv eus bourzhidi an tankoù. Ar ger pancerny a vez implijet er c'henarroud resis-se nemetken. Aliesoc'h e kaver ar ger czołgista (diwar czołg, "tank").