Torchenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Torchennoù

Un dorchenn zo ur seurt sac'h, leuniet gant danvez evel plu pe gloan, hag a vez lakaet war ur gador pe war an douar da azezañ warnañ.

Gallout a ra bezañ implijet ivez da lakaat dindan ar penn, da gousket. Ur goubenner zo ur seurt torchenn a vez da gousket en ur gwele.

Gerioù[kemmañ]

  • Ul louf-torchenn a vez lavaret dre fent, hag un tamm dre zismegañs, eus un den o labourat en e goazez war ur gador.


Pakañ[kemmañ]

Tud zo a bak traoù prizius e boestoù ha torchennoù en-dro dezho. Torchennoù dre aer a vez lakaet ivez er sammgirri, ha c'hwezhet etre ar pakadoù evit stabilaat ar garg .

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger torchenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.