Tony Parker

Eus Wikipedia
Tony Parker

William Antony Parker a zo ur c'hoarier basketball ganet e Bruges d'ar 17 a viz Mae 1982. Alies e vez lesanvet "TP" (tipi).

Ur c'hoarier basketball gall a-feson eo. C'hoari a ra er post kaser gant ar skipailh Spurs San Antonio abaoe 2001.

Gounezet en deus tri zitl NBA All-Star Game. Eñ eo ar c'hoarier gall kentañ en deus bet titl an NBA.

Stummet eo bet e « Centre Fédéral », kroget en deus e vuhez labour e-barzh ar « Paris Basket Racing » e 1999. Draftet en deus e 28vet renk e 2001 gant skipailh ar Spurs. Sakret eo bet an hini kentañ an NBA hag ar c’hoarier kentañ gopret war un titl er c’hrogad ziwezhañ .

Eva Longoria Parker ha Tony Parker

Dimezet eo get Eva Longoria met dizimezet int d’an 10 a viz Du 2010. Daou deus e vreudeur a c’hoari basket-ball ivez Terence Parker hag Pierre Parker. E c’houblad emañ eo get Axelle Francine. E Meurzh 2007 en deus graet un album, rap eo.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.