Titanic (film, 1997)
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Titanic a zo ur film sevenet gant James Cameron deuet er-maez e 1997, hag adarre er-maez e 3 ment d'ar 4 a viz Ebrel 2012 evit merkañ 100 bloavezh ar peñse.
Kontañ a ra istor Rose, treizhiadez klas kentañ war an Titanic a glask en em lazhañ hag a zo bet sikouret gant Jack, treizhiad an trede klas. Bevañ a reont un istor karantez heget gant diforc'hioù ar renkadoù sokial ha peñse ar vatimant.
Sikouret gant daou istorour, Don Lynch ha Ken Marshall, e klask ar film bezañ tost ouzh an darvoudoù tremenet e 1912, sikouret gant efedoù arbennik ha ur vaketenn hervez ur skeuliad tost ouzh ar gwirvoud. Merket en deus ar film ar speredoù o krouiñ un dudi evit ar vatimant wir hag ar peñse.