Timbroù ar Somaliland saoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr gant ar Rouanez Viktoria

Ur vro eus biz Afrika eo ar Somaliland. Trevadenn ar Rouantelezh Unanet e oa betek 1960.

E-pad an XIXvet kantved e veze implijet timbroù Egipt ha re India en diwezh. E 1903 ez eo soulgarget tregont timbr Impalaeriezh saoz an India gant “BRITISH SOMALILAND”.

Ret eo gortoz 1904 evit arvestiñ poltred ar Roue Edward VII dre dimbroù savet a-ratozh evit an drevadenn, warno ar meneg "SOMALILAND PROTECTORATE". Diwar an hevelep patrom e teuo er-maez poltred ar Roue George V goude-se.

Goude George VI bezañ aet da Roue ar Rouantelezh Unanet e tizoloer teir skeudenn zisheñvel war ur rummad a 12 timbr nevez : un dañvad pennduek, an antilopenn veur “Koudou” ha kartenn ar vro. E korn an timbroù emañ poltred ar Roue, troet a ¾ e rummad 1938, tra m’eo klok e zremm e rummad nevez 1942, embannet gant ar velestradurezh nann-soudard.

Tro 1950 e cheñch ar moneiz er vro : ne reer mui gant anna ha rupee met gant cent ha shilling ha soulgarget eo timbroù 1942 evit sentiñ ouzh an emdroadur. Ne vir ket ouzh ar vioù koukoug avat, rak an timbr embannet evit lidañ 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed , moullet gant prizioù e “cent”, zo lakaet e gwerzh d’an 10 a viz Here 1949, a-raok ar c’hemmadur eta. Ha ret eo o soulgargañ gant arouez ar moneiz kozh.

Poltred ar Rouanez Elizabeth II zo moullet war an timbroù er bloavezhioù 50. Kinnig a reont skeudenn loened ha buhez ar vro.

Timbr gant ar Rouanez Elizabeth II
Timbr gant ar Rouanez Elizabeth II

D’ar 21 a viz Mae 1957 ez eus soularget un darn anezho gant "OPENING / OF THE / LEGISLATIVE / COUNCIL / 1957", ha d’ar 5 a viz Ebrel gant "LEGISLATIVE / COUNCIL / UNOFFICIAL / MAJORITY, / 1960" , evit merkañ eo digor an Dael broadel a gaso ar vro davet an dizalc’hidigezh.

D’ar 25 a viz Even 1960 ez eo tennet diouzh ar werzh an holl dimbroù « British Somaliland », da lavaret eo ur sizhunvezh a-raok ma vo kenteuzet gant Somalia italian a-benn sevel Stad Somalia.

E 1991 ez eo embannet disrann ar Somaliland diouzh Somalia gant stourmerien an hanternoz. N’eo ket anavezet ez-ofisiel ar Stad nevez gant ar gumuniezh etrebroadel avat, nag an timbroù a c’hellfe bezañ kavet e gwerzh gant an anv Republik Somaliland.