Timbroù Tiriadoù gall Okeania

Eus Wikipedia
Timbr Okeania 1892
Timbr Okeania - 1953

Dindan anv "Tiriadoù gall Okeania" e vez lakaet ar 130 enez, atoll hag enezeg dindan dalc'h ar Stad-C'hall e kreiz ar Mor Habask, 6000 km e reter Aostralia. Un drevadenn eo betek 1946, pa tro e statud da "Tiriad gall Tramor". Adanvet eo "Polinezia gall" e 1958. Ur vro emren eo bremañ ("Bro Tramor").

E 1892 e krog melestradurezh Postoù Frañs da embann timbroù evit an tiriad en ur ouzhpennañ an alc'hwez "ETABLISSEMENTS DE L'OCEANIE" war ar rummad "Navigation & Commerce". Paour awalc'h eo danvez an timbroù betek an eil Brezel-bed d'an nebeutañ : poltred ur vaouez Tahitian, ur c'houblad tahitianed, traonienn Fantaoua, pleg-mor Moorea, ur pesketour (1939-40).

Alies ez eo stummet rummadoù boutin an Impalaeriezh evit ar vro : P. ha M. Curie (1938), 150vet deiz-ha-bloaz an Dispac'h (1939), ar Gouarnour-Jeneral Eboue (1945), deiz-ha-bloaz an Trec'h meur (1946), "Du Tchad au Rhin" (1946)... Er-maez an timbroù "hengounel", warne poltred ur vaouez pe dresadenn un draezhenn bennak, an dibaboù graet n'o deus nebeut a dra d'ober gant buhez ha sevenadur an inizi. Dav eo menegiñ koulskoude ur vrav a dimbr liesliv embannet e 1953 evit lidañ deiz-ha-bloaz marv Gauguin.

E 1958 e tiwan un alc'hwez nevez war timbroù an tiriad : POLYNESIE FRANÇAISE (Polinezia gall)