Timbroù Elobey, Annobón ha Corrisco

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr an inizi - 1907

Inizi bihan Elobey, Annobón ha Corisco zo bet trevadennoù Spagn e pleg-mor Ginea a-raok bezañ ur rann eus ar Ginea spagnol a vo anvet Ginea ar C'heheder diwezhatoc’h.

En desped d’an niver izel a annezidi ez eus bet implijet timbroù a-ratozh evit an inizi etre 1903 ha 1910. Poltred ar Roue yaouank Alfons XIII a weler war ar rummad kentañ, 18 timbr anezhañ a gouste etre ¼ kentim ha 10 pesetas. Ur sifrenn e ruz a gaver war gein pep timbr. Advoulet eo ar rummad gant ar meneg « 1905 » .

E 1906 e tro talvoudegezh an timbroù 1c, 2c, 3c et 4c da 10c, 15c, 25c ha 50c gant ma ‘z int soulgarget (ar priz nevez nevez hag ar bloaz).

E 1907 e teu er-maez ur rummad nevez gant poltred ar Roue koshoc’h hag ar sifrenn ruz a-dreñv dalc’hmat.

72 zo bet embannet en holl a-raok na vefe implijet Timbroù Ginea spagnol goude 1910.

Emañ Elobey, Annobon ha Corrisco e Stad Ginea ar C'heheder hiriv.