Timbroù Mecklenbourg
Ur vro alaman e biz Alamagn eo Mecklenburg, lec’hiet en hanternoz da Brandenburg, war vord ar Mor Baltek.
Dre Emglev Hambourg (8 a viz Meurzh 1701) e voe rannet Mecklebourg e daou damm, gant statud dugelezhioù emren dindan evezh an hevelep Parlamant, awenet gant ur vonreizh unvan. E 1815 avat e c’hoarvezas « Kendalc'h Vienna » : treset e voe en-dro bevennoù ar Stadoù european, goude diskar Napoleone Buonaparte, ha savet Dugelezhioù-meur Mecklenburg-Schwerin ha Mecklenburg-Strelitz.
Mecklenbourg-Schwerin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An timbroù kentañ zo embannet d’ar 1añ a viz Gouere 1856 gant Dugelezh-Veur Mecklenbourg-Schwerin. Daoust dezho bezañ disheñvel evit a sell ar ment, an holl dimbroù zo un dresadenn unanel war pep hini anezho : ardamezioù ar vro, da lavaret eo penn un tarv dindan ur gurunenn, hag an alc’hwezioù FREIMARKE (en nec’h) ha SCHILLINGE a-zindan. MECKLENB zo skrivet war an tu kleiz ha SCHWERIN war vord an tu-dehou. E pep korn eus an timbr ez eo skrivet ar priz. N’eus nemet war an timbr ¼ Schilling ma vank arouez galloud hag aotrouniezh an Duged.
Mecklenbourg-Strelitz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N’eus bet embannet timbroù nemet e-pad ar bloaz 1864 e Mecklenbourg-Strelitz. An timbroù hirgarrezek a veze implijet evit kas lizhiri er vro, ar re all, warno ur skeudenn eizhkognek, evit al lizhiri o treuziñ ar bevennoù. War bep tu ez eo skrivet hanter anv an Dugelezh : MECKLENB a-gleiz ha STRELITZ a-zehou. En nec’h ez eo skrivet ar priz hag anv ar moneiz (Silbergroschen dle Schilling) a c’heller kavout en traoñ.
Evit a sell an timbroù eizhkognek, emañ ar meneg "MECKLENB.STRELITZ" en nec’h, an dalvoudegezh diouzh a live kreiz hag anv ar moneiz SILB.GR." e traoñ an timbr.
Eizh timbr zo bet lakaet e gwerzh gant Dugelezh-Veur Mecklenbourg-Schwerin ha c’hwec’h tamm hepken gant Mecklenburg-Strelitz. Adalek ar 1añ a viz Genver 1868 e vez implijet timbroù Kengevread Norzh Alamagn eno, ha timbroù an Impalaeriezh alaman diwezhatoc’h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) B. E. Crole: Geschichte der Deutschen Post. 2vet embannadur. Verlag W. Malende in Leipzig, Leipzig 1889. Bet skrivet gant Bruno Emil König eus Berlin.
- (de) K. Schwarz (Postrat): Zeittafel zur deutschen Postgeschichte. R.V.Deckers Verlag, Berlin 1935, Levrenn 22 Post- und Telegraphie in Wissenschaft und Praxis.
- (de) Handwörterbuch des Postwesens. Frankfurt a. M. 1953, ASIN B0000BJ291