Theodor de Bry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Theodor de Bry

Theodor de Bry (1528 e Liège27 a viz Meurzh 1598 e Frankfurt am Main) a oa un treser, engraver hag embanner. Brudet eo, evel e vab Johann Theodor de Bry (1561-1623) dre ma lakjont embann Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem, ma lenner rentaoù-kont ar beajoù kentañ da Amerika.

Kazi sur e teskas gant e dad, an orfebour Thiry de Bry yaouank. Martez e rankas tec'hout kuit eus Liège ha mont da Straßburg dre ma oa gwelet evel un disivouder ha dre ma oa bet lemet holl e vadoù dioutañ. Soñjal a reer en em stalias e Straßburg e 1560. Ur gêr a-bouez e oa a-zivout diorren an arzoù (engraviñ ha orfeberezh dreist-holl), hag eno e veze degemeret an holl re a veze heskinet abalamour d'o c'hredennoù. Eno ivez e timezas gant Catherine Esslinger.

E Londrez edo etre 1587 ha 1588, ha goude-s en em stalias da vat e Frankfurt.

E oberenn[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liammoù diavaez[kemmañ]