The squeaky wheel gets the grease

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

The squeaky wheel gets the grease zo ur c'hrennlavar amerikan hag a droer evel-hen: ar rod a wigour eo an hini a vo lardet. Ret eo kompren eo an hini a glemm a vez roet dezhañ, hag e ranker klemm evit kaout.

Istor[kemmañ]

N'ouzer ket a belec'h e teu metaforenn ar rod a wigour met lakaet e vez war gont ar fentigeller Josh Billings en divije savet ar pezhig "The Kicker" (war-dro 1870).[1]

I hate to be a kicker,
I always long for peace,
But the wheel that does the squeaking,
Is the one that gets the grease.

Disheñvelded sevenadurel[kemmañ]

Enebet eo ouzh ar c'hrennlavar brezhonek: Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ, a denn da lavarout eo ar re fall a glemm.
Ken enebet all eo ouzh ar c'hrennlavar japanat An tach uhelañ eo an hini a vez skoet warnañ.[2]

Notennoù[kemmañ]

  1. Winch, Guy (2011), The Squeaky Wheel: Complaining the Right Way to Get Results, Improve Your Relationships, and Enhance Self-Esteem, Bloomsbury Publishing, pp. 13-15.
  2. Miller 2001, p. 398.