The Machine Girl

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Machine Girl (片腕マシンガール, Kataude Mashin Gāru )
Filmdata
Titl orin : The Machine Girl (片腕マシンガール, Kataude Mashin Gāru )
Bro produiñ : Japan, Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 23 a viz Mae 2008 er Stadoù-Unanet, 2 a viz Eost 2008 e Japan
Yezh orin : japaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 96 munutenn
Skigner : Fever Dreams
Pare
Filmaozer : Noboru Iguchi
Produer : Yoshinori Chiba, Yōko Hayama, Satoshi Nakamura
Skrivagner : Noboru Iguchi
Sonerezh : Takashi Nakagawa
Aktourien

Minase Yashiro
Ryôsuke Kawamura
Asami
Kentaro Shimazu
Honoka

Liammoù diavaez

The Machine Girl(片腕マシンガール, Kataude Mashin Gāru) a zo ur film birvilh rumm B japanat bet savet e 2008 gant Noboru Iguchi. Savet eo bet an efedoù ispisial gant Yoshihiro Nishimura (hag a sevenas Tokyo Gore Police). E-touez aktorien ar film emañ Minase Yashiro a c'hoari Ami, Asami Miyajima a c'hoari Miki, Kentarō Shimazu a c'hoari perzh ar penn yakuza Ryūgi Kimura, ha Honoka a c'hoari e wreg, an itron Kimura. Er film e konter istor buhez ur studierez japanat yaouank o vont a-dreuz peo lazhet ehe breur gant mab un den e penn ur strollad ninjaed-yakuzaed. Pa'z eo troc'het he brec'h e laka ur vindrailherez en e blas, hag e krog d'en em veñjiñ. E Chili, Perou, Spagn hag e broioù all e voe difennet d 'an dud dindan 18 vloaz abalamour d'ar gwad, d'an elfennoù gore, ha d'ar gwallerezh a weler er film.[1] Un heuliad anvet Shyness Machine Girl (マシンガール, Hajirai mashin gāru) a voe embannet war-eeun e DVD e Japan d'an 23 a viz Genver 2009.[2]

An istor[kemmañ]

Kregiñ a ra ar film gant Ami Hyūga oc'h en em gannañ a-enep ur strollad torfedourien oc'h hegasiñ ur paotr yaouank. Ami a lazh holl baotred ar strollad, ha goude-se e tistroer en amzer dremenet. Ur studierez he doa ur vuhez vrav e oa Ami betek an deiz ma vo lazhet he breur Yu hag e vignon Takeshi gant ur strollad torfedourien kaset gant ur paotr yaouank anvet Sho Kimura. P'emañ Ami war roudoù Kimura e tizolo ez eus darempredoù etrezañ hag ur familh ninja ha yakuza. Tapet eo hag e gwallet ha troc'het eo he brec'h kleiz ivez.Dont a ra a-benn da dec'hout, hag ez a da repuiñ e karrdi kerent Takeshi. Sikour a reont anezhi, hag e stagont ur vindrailherez ouzh ar pezh a chom eus he brec'h. Asambles gant Miki (un hanocherez a implij-hi), ha hi mamm Takeshi e stagont gant ur wir lazhadeg.

Ar mennozh[kemmañ]

Hervez ar sevener Iguchi en doe da gentañ mennozh da sevel ur film diazezet war istor ur plac'h en he bikini ur vrec'h dezhi nemetken, hag he defe c'hoant d'en em veñjiñ. Goude-se e teuas dezhañ mennozh ar vindrailherez.[3]

Embann[kemmañ]

Kinniget e voe ar film da-geñver Festival Etrebroadel ar Filoù e Yubari e miz Meurzh 2008. Skignet e voe er sinema er Stadoù-Unanet d'an 23 a viz Mae 2008, hag e teuas er-maez e DVD d'an 3 a viz Even 2008. E Japan e teuas er-maez er sinema d'an 2 a viz Eost 2008.[1] An DVD a zeuas er-maez e Japan d'an 23 a viz Genver 2009, asambles gant ar film berr Shyness Machine Girl マシンガール.[2][4] [5]

Sell ar vurutellerien[kemmañ]

Gant ar vurutellerien eo bet keñveriet ar film gant Planet Terror (sevenet gant Robert Rodriguez). 63% a bennadoù burutellañ mat a zo war lec'hienn Rotten Tomatoes, diwar un hollad a 8 pennad burutellañ.[6]

Daveoù da filmoù all[kemmañ]

Dave da veur a film gore pe film euzh a gaver er film, da skouer :

  • Evil Dead III : er film-se e stag an haroz un hanocherezh ouzh ar pezh a chom eus e vrec'h.
  • Planet Terror : stag ouzh ar pezh a chom eus gar an harozez ez eus ur vindrailherez.
  • Hellraiser: pa vez plantet tachoù e dremm unan eus ar yakuzaed.

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]

Pennadoù-barn[kemmañ]


Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.