The Lady of Shallot
gant John William Waterhouse
1888
Tate Gallery, London
The Lady Of Shallot zo ur varzhoneg romantel embannet e 1833 gant ar barzh saoz Alfred Tennyson (1809–1892).
Gant Danvez Breizh ha Mojenn Arzhur eo bet awenet ar barzh, evel en e varzhonegoù kentoc'h, Sir Lancelot and Queen Guinevere ("An aotrou Lanselod hag ar rouanez Gwenivar") ha Galahad.
Taolenn |
Ar skrid [kemmañ]
Daou zoare zo da varzhoneg Tennyson. An eil e 1833, ugent poz enni ha nav gwerzenn e pep hini anezho, eben e 1842 ha naontek poz a nav gwerzenn enni.
Diazezet eo war vojenn Elaine of Astolat, kontet en danevell italianek Donna di Scalotta (No. LXXXII en dastumad Cento Novelle Antiche, "Kant danevell hen"), embannet en Italia e 1804.
Tostoc'h d'an andon eo ar gentel gentañ ; en eil e pouezas ar barzh war digenvezded an itron en tour ha war he mennozh da gemer perzh e buhez ar bed, div zodenn n'emaint ket e Donna di Scalotta.
Livadurioù [kemmañ]
Meur a livour zo bet awenet gant barzhoneg Tennyson, en o zouez William Holman-Hunt (1827-1910) ha John William Waterhouse (1849-1917) hag a reas meur a daolenn.
|
John William Waterhouse (1894) |
William Holman Hunt (1905) |
said the Lady of Shalott John William Waterhouse (1916) |
Lennegezh [kemmañ]
- Kemeret eo bet al linenn "The mirror crack'd from side to side" gant Agatha Christie da envel he romant The Mirror Crack'd from Side to Side, e 1962, hag un tamm perzh en deus ar barzhoneg er romant.
Sonerezh [kemmañ]
- Un doare berraet eus The Lady of Shallot, 14 poz ennañ, a voe sonet ha kanet gant an delennourez kanadian Loreena McKennitt en he fladenn The Visit e 1991.[1]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ McKENNITT Loreena, The Visit, Warner Bros. Records Inc., CD 9 26880-2
Liammoù diavaez [kemmañ]
- The Camelot Project, the University of Rochester — Doareoù 1833 ha 1842 lakaet kichen-ha-kichen evit o c'heñveriañ. (en)
- Le Morte d'Arthur — An istor hervez Le Morte d'Arthur gant ar skrivagner saoe Thomas Malory (~1405-1471). {en}
- Lancelot and Elaine (en)
- [1] — Un dielfennadur klok eus The Lady of Shallott, gant e genarroud istorel, teknikel ha kevredigezhel. {(en)
- Anne Zanzucchi, ""Alfred, Lord Tennyson"" (en)
- The Lady of Shalott — Ar filmig bet savet e 2009 diwar oberenn A. Tennyson, 100 vloaz goude marv ar barzh. (en)
- Jon Parr Vijinski "The Lady of Shalott" - A Symphonic Tone Poem (en)