Kaozeal:The Lady of Shalott

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Penaos e c'haller komz eus "balladenn viktorian" : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=The_Lady_of_Shallot&diff=1419200&oldid=1419157. Skrivet ar varzhoneg e 1833, hag aet Victoria da rouanez e 1837.Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2013 da 09:25 (UTC)[respont]

Barzh muiañ-karet Victoria Regina e voe Tennyson, a oa 10 vloaz hepken yaouankoc'h egeti. Doare Tennyson eo bet levezon bennañ al lennegezh saoznek a-hed an XIXvet kantved. Kement ha "XIXvet kantved" e talvez victorian e saozneg, gwelit ar pennad e saozneg. Re ledan eo ster ar ger "romantel" en degouezh-mañ, furoc'h e vefe bet lezel an traoù evel ma oant. En tu all d'an deiziadur emañ doareoù al lennegezh, Alexandre Dumas (1802-1870) a reas berzh gant D'Artagnan (1615-1673), George Orwell (1903-1950) a skrivas 1984, hag all. 2.14.184.87 26 C'hwe 2013 da 18:54 (UTC)[respont]