Teweg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Takad ar c'hioweg a-raok donedigezh Europiz.

Ur yezh kiowek-tanoek eo an teweg (tewa), komzet gant 1 298 den (1980) eus ar bobl-orin Pueblo o chom dreist-holl e Rio Grande e Mec'hiko-Nevez hag e norzh Santa Fe. Komzet e vez ivez gant an dud eus ar meuriad tewek a zo o chom en annezlec'h an Hopied en Arizona.

Komzet e vez ur rannyezh disheñvel e pep annezlec'h:

  • Rannyezh Nambe: (50 den)
  • Rannyezh Pojoaque: (25 den)
  • Rannyezh San Ildefonso: (349 den)
  • Rannyezh San Juan: (495 den)
  • Rannyezh Santa Clara: (207 den)
  • Rannyezh Tesuque: (172 den)

Daoust ma'z eus bet ijinet an tu da skrivañ an teweg gant al lizherenneg latin ne vez ket skrivet ar yezh-mañ peurliesañ.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]