Mont d’an endalc’had

Terra Eco

Eus Wikipedia

Terra Eco a zo ur gelaouenn viziek c'hall. embannet e vez bep miz war internet hag er stumm paper. Krouet e oa bet d'ar 5 a viz Genver 2004 gant tregont kazetenner a vicher. Ar pal a zo e c'helfe an holl kompren an ekonomiezh, hag adlakaat an den hag an endro e-kreiz an ekonomiezh. Ekonomiezh, sokial hag endro, da lavaret eo 3 fennahel an diorroadur padus.

Pa voe krouet e oa anvet Terra Economica, abaoe eo bet adanvet Terra Eco evit ar stumm nevez, d'an 2 a viz Meurzh 2009[1]. Abaoe Genver 2004 ne veze kavet nemet en un nebeud lec'hioù gwerzh e Naoned hag e Pariz ha dre goumanant hepken. Terra Eco a zo ur stumm adwelet ha kresket, gant 84 pajenn, posupl eo kavout anezhañ e Bro-C'hall a-bezh ha dre goumanant. Moullet e vez war paper adimplijet da 60%.

Alc'hwezioù evit lenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar gelaouenn ez eo an ekonomiezh un elfenn ret evit kompren hor bed a-vremañ . Klask a reont neuze displegañ en un doare simpl an darvoudoù ekonomikel bras hag an diorroadur padus. Kinnig a reont teuliadoù, doserioù hag enklaskoù disheñvel diouzh re ar c'helaouennoù ekonomikel boas ("Climat : 10 raisons d'espérer, ""La nature a-t-elle un prix ?", "Quel avenir pour l'automobile ?", "Le palmarès des plus petites fortunes de France", "Bourse, quand les entreprises coupent le cordon", "Vendeurs de délocalisations"...)

Hervez Terra Economica ez eo graet an ekonomiezh evit an den hag an endro, ha n'eo ket ar c'hontrol. Klask a reont komz en un doare ekologel ha sokial eus an ekonomiezh.

  1. (fr) Lancement de Terra Eco

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]