Terpsic'hora' (Τερψιχόρα / Terpsichóra e gregach, eus τέρπεω / térpeô, « kavout mat pe brav » , ha χoρός / khorós, « dañs ») eo anv muzenn an dañs . Ur plac'h virvidik eo, kurunennet a c'harlantezioù, un delenn ganti en he dorn .
Gant oberourien zo ez eus bet graet mamm ar morwragez anezhi.
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.