Strollad Sokialour Gall (1902-1905)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Strollad Sokialour Gall (Parti socialiste français-PSF) a voe krouet e 1902 e Tours dre unvanidigezh sokialourien dizalc'h (Jean Jaurès en o zouesk), Kevredad Labourerien Sokialour Bro C'hall (Fédération des travailleurs socialistes de France-FTSF) Paul Brousse ha Strollad Micherour Sokialour Dispac'helour (Parti ouvrier socialiste révolutionnaire-POSR) Jean Allemane.

Jean Jaurès a gemeras penn ar strollad, dezhañ un ideologiezh sokialour adreizher. Buan avat e kendeuzas ar strollad gant Strollad Sokialour Bro C'hall evit krouiñ an SFIO e 1905.