Strollad Komunour Malta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strollad Komunour Malta (en malteg: Partit Komunista Malti) a 'zo anv ur strollad komunour krouet e Malta e 1969 gant un toullad izili aet kuit da heul un disrann e diabarzh Strollad Labour Malta.

Victor Degiovanni eo anv Sekretour ar Strollad a-vremañ, bet dilennet e lec'h ar Sekretour kent, Anthony Vassallo, e 2004.

Kinnig a reas ar Strollad ul listenn kannaded evit ar wezh kentañ da geñver an dilennadegoù vroadel dalc'het e 1987, aet gantañ 0,1% eus ar mouezhioù ha dileuriad ebet. N'en deus ket ar Strollad kemeret perzh er mouezhiadegoù, na broadel, na lec'hel nag europek, abaoe.