Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arouezenn ar strollad

Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour) (e saozneg: Communist Party of Canada (Marxist-Leninist), CPC-ML; e galleg: Parti communiste du Canada (marxiste-léniniste), PCC-ML) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Kanada d'an 3 a viz Meurzh 1970.

Strollad Marksour-Leninour Kanada (Marxist-Leninist Party of Canada/Parti marxiste-léniniste du Canada) eo an anv implijet gnt ar Strollad evit kinnig kannaded en dilennadegoù evit lakaat an diforc'h etre ar strollad-mañ hag ar strollad heñvel e anv, Strollad Komunour Kanada hervez an diviz bet kemeret gant an aozadur ofisiel karget da diwall ma vefe kaset da benn en un doare reizh ar mouezhiadegoù e Kanada, "Dilennadegoù Kanada" (Elections Canada) daoust ha ma sav ar Strollad e-unan a-enep d'an diviz-se.

Ur gevrenn ispisial ez eus e Kebek anvet Strollad Marksour-Leninour Kebek (Parti marxiste-léniniste du Québec).

Krouet e oa bet ar Strollad gant Hardial Bains bet krouet gantañ an "Etrebroadelourion" (Internationalists) e 1963 o sevel a-du gant lienn bolitikel Mao Zedong da heul an disrann etre Sina gant an Unaniezh Soviedel keit ha ma kendalc'has Strollad Komunour Kanada da souten URSS ha diwar-se e oa bet kroget da labourat evit krouiñ ur strollad komunour enep-adwelour, deuet da vezañ "Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour)" e 1970.

Goude ma'c'h eas Hardial Bains da get emañ e intañvez Sandra L. Smith e penn ar Strollad abaoe 1997.

Da heul an disrann etre Sina hag Albania e savas Strollad Komunour Kanada (M-L) a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania ha difenn a reas renad sokialour Albania betek ma'c'h eas da get e 1992.

E-doug ar bloavezhioù 1980 avat e klaskas ar Strollad sevel ul linenn ideologel emren dezhañ e-unan, anvet gantañ "Meizouriezh Marksour-Leninour A-vremañ" (Contemporary Marxist-Leninist Thought).

Hiziv e sav a-du Strollad Komunour Kanada (M-L) a-du gant RPD Korea hag an deorienn juche dre vras, daoust ha ma chom hep hen ober en un doare hen dogmatek evel ma reas gant meizhouriezh Mao pe Enver Hoxha.

Er penn-kentañ e veze kritiket gant ar Strollad ivez linenn bolitikel Kuba, lakaet gantañ da "stroll adwelour, met da heul ur weladenn gant Hardial Bains da Guba e voe kemmet linenn bolotikel ar Strollad e-keñver Kuba ha bremañ e sav a-du krenn gant ar renad-se, embannet gantañ zoken kelaouenn ofisiel Strollad Komunour Kuba, "Granma e saozneg evit bezañ skignet e Kanada.

Oberiant emañ ar Strollad e meur a sindikad, en o zouez dresit-holl hini implijidi an ti-post ha hini labourerion an dir.

Stourm en deus graet ivez Strollad Komunour Kanada (M-L) e diabarzh al luskad a-enep d'ar bezel en Irak.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn divyezhek "Bemdezieg Marksour-Leninour" (Le Marxiste-Léniniste/The Marxist-Leninist).

"Unvaniezh Yaouankizoù Komunour Kanada (Marksour-Leninour)" (Communist Youth Union of Canada (Marxist-Leninist)/Union de la Jeunesse Communiste (marxiste-léniniste) du Canada) eo anv kevrenn re yaouank ar Strollad.

Kas a ra da-benn labourioù politikel ledan a-drugarez da dalbenn ar strollad anvet "Talbenn ar Bobl" (People's Front/Front Populaire) ha hennezh eo an anv implijet gant ar Strollad e kevrenn lec'hel British Columbia.

Kinnig a ra listennoù da geñver dilennadegoù kevredadel Kanada abaoe 1972, gant etre 51-177 kannad/ez bep tro dre ar vro a-bezh, dreist-holl e Proviñsoù Ontario ha Kebek.

Mouezhiadeg Niv. a gannaded/ezed Niv. a dileurizi/ezed Mouezhioù (hollad) Dregantad
Dilennadegoù kevredadel Kanada 1974
104
0
16 261
0,17%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 1979
144
0
14 231
0,12%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 1980
177
0
14 697
0,13%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 1993
51
0
5 202
0,04%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 1997
65
0
11 468
0,09%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 2000
84
0
12 081
0,09%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 2004
76
0
9 065
0,07%
Dilennadegoù kevredadel Kanada 2006
69
0
11 163
0,08%


Liammoù diavaez:[kemmañ]