Strollad Komunour Bulgaria (1996)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strollad Komunour Paraguay (e bulgareg: Комунистическа Партия на България; Komounistitcheska Partiya na Balgariya) a zo anv ur strollad komunour bet krouet e Bulgaria e 1996, gantañ en e benn Aleksander Paunov.

Ezel eo eus ar C'hengevredad evit Bulgaria, ur genunaniezh gantai en he fenn Strollad Sokialour Bulgaria, bet tapet gantañ 48 dileuriad diwar 240 en holl da geñver an dilennadegoù evit ar Parlamant bet dalc'het e 2001, aet gantañ d'ar c'houlz-se 17,1% eus ar mouezhioù. Kreskiñ kalz a reas an niver a vouezhioù bet tapet gant ar C'hengevredad e 2005, gantañ 34,2% ha 82 dileuriad.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Работническии Вестник (Rabotnicheski Vestnik; "Kelaouenn al Labourerion")

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Gwelit ivez:[kemmañ]