Stars

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stars
Stars live 20050707.jpg
Torquil Campbell hag Amy Millan, Stockholm 2005

Bro Orin Toronto, Banniel Kanada Kanada
Doare(où) Indie pop
Indie rock
Bloavezhioù oberiant 2000–bremañ
Label(ioù) Soft Revolution Records
Arts & Crafts
Le Grand Magistery
Paper Bag
Lec'hienn ofisiel www.youarestars.com

Izili Torquil Campbell
Amy Millan
Evan Cranley
Chris Seligman
Pat McGee
Endro Broken Social Scene
Memphis

Stars a zo ur strollad sonerien eus Kanada. Sonerezh indie pop eo a vez graet ganto. Krouet eo bet e Toronto gant ar c'haner Torquil Campbell hag ar soner kenaozerien Chris Seligman. Bet eo ar strollad o chom e New York a-raok distreiñ da Vontreal.

Musical career[kemmañ]

Holl izili Stars a son e Broken Social Scene ivez, hag ar memes ti-embann pladennoù o deus (Arts & Crafts). Campbell a zo aktor ivez ha gwelet eo bet e Sex and the City ha Law & Order. Amy Millan he deus lakaet embann div bladenn hec'h-unan : Honey from the Tombs (2006) ha Masters of the Burial (2009).

E lec'hienn ar strollad e lenner e ouezent e oa bet eus ur strollad breizhveuriat anvet Stars savet Syd Barrett.[1] E-touez ar re o deus levezonet anezho e venegont Berlioz, Outkast, Syd Barrett, Paddy McAloon, New Order, The Smiths, Brian Wilson, Momus ha Broken Social Scene. Stars o deus sonet en-dro tonioù evel "This Charming Man" (The Smiths) (pladenn Nightsongs, 2001) ha "Fairytale of New York" (The Pogues) e 2005. In Our Bedroom After the War a voe embannet war internet d'an 10 a aviz Gouere 2007.[2]

D'ar 1añ a viz Gwengolo 2008 e voe embannet ar bladenn EP Sad Robots a voe lakaet e gwerzh en o lec'hienn nemetken ha pa raent sonadegoù.

D'an 20 a viz Here 2008 e sonjont e penn-kentañ sonadeg Coldplay e Ottawa, Ontario (troiad Viva la Vida Tour).

An ton "Celebration Guns" a zo ivez titl ur rann eus ar stirad skinwel ZOS: Zone of Separation ha roet eo bet evit netra da skoazellañ Moms Against Climate Change.[3]

Stars a sonas en-dro "Asleep" (The Smiths) evit ar bladenn "Sing Me To Sleep - Indie Lullabies" embannet gant American Laundromat Records. Embannet e voe ar bladenn d'an 18 a viz Mae 2010.

D'an 9 a viz Meurzh 2010 ec'h embannas Pitchfork Media e vefe embannet pempvet pladenn studio ar strollad, The Five Ghosts he zitl, d'an 22 a viz Even 2010. E Kanada e voe embannet gant o zi-embann anvet Soft Revolution, ha skignet er peurrest eus ar bed gant Vagrant Records.[4]

Doare sonerezh ha levezon[kemmañ]

Lavaret e vez ez eo sonerezh Stars " indie pop brav hag helavar"[5], ennañ binviañ pinvidik ha produiñ ha meskañ skañv, komzoù-danevell ha kan dous hag arlivet. Kemmet eo bet sonerezh ar strollad, eus sonerezh elektronek-pop evel er bladenn Nightsongs (Le Grand Magistery) da sonerezh kentoc'h en teir fladenn vras da-heul, diwar levezon ar sonerien : ar c'haner-gitarour Amy Millan hag ar soner gitar-boud Evan Cranley e Heart (Paper Bag Records), hag ivez an tabouliner Pat McGee e Set Yourself on Fire. Tonioù Stars a c'haller klevout er stirad skinwel The O.C.

Oberenn[kemmañ]

Prizioù[kemmañ]

Priz Juno[kemmañ]

Div wech eo bet anvet Stars evit Priz Juno.[6][7] E 2004 gant Heart hag e 2005 gant Set Yourself on Fire.

Priz sonerezh Polaris[kemmañ]

E 2008 eo bet anvet Stars evit Priz sonerezh Polaris gant ar bladenn In Our Bedroom After the War .[8]

Er skinwel[kemmañ]

  • Beautiful Noise
  • Live! At the Rehearsal Hall
  • Late Night with Conan O'Brien[9]
  • Late Night With Jimmy Fallon

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.