Standschütze Hellriegel M1915

Eus Wikipedia
Ar Standschütze Hellriegel M1915

Ar Standschütze Hellriegel 1915 a oa ur bistolenn-vindrailher aostriat-hungariat yenaet dre zour savet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Chom a reas e stumm taolioù-arnod ha nebeud a skouerennoù a voe savet. Nebeud a draoù a ouzer war an arm-mañ hiziv an deiz.

An anv Standschütze a vije bet awenet gant hini an adarmead aostriat-hungariat, ar Standschützen. Hellriegel zo ul lesanv aostrian.[1]

Un taol-arnodiñ eus an Hellriegel e miz Here 1915

An arm a c'helle bezañ pourveziet gant kargerioù diazez al lu douget gant un eil soudard pe gant kargerioù ront, enne kartouchennoù a oa kredabl reoù 8 x 18 mm Roth[2].

Soudarded o teskiñ implij an Hellriegel. An hini a-gleiz a zo o tougen kargerioù en ur seurt sac'h pe voest savet a-ratozh.

Tro-dro d'ar Standschütze Hellriegel M1915[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dreistbrudet eo bet an Hellriegel M1915 gant ar c'hoari Battlefield 1.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. MOSS Matthew, The ‘Standschutze Hellriegel’ Submachine Gun Is a Mystery, 16/05/2016, war al lec'hienn War is boring (lennet d'an 31/01/2024) (saozneg)
  2. Pajenn an arm war al lec'hienn Submachine Gun Reference Database, lennet d'an 21/01/2024 (saozneg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan