Snake (c'hoari video)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Restr:Snake trs-80.jpg
Snake war ur TRS-80
Snake war un urzhiataer gant un azasaer livioù


Snake a zo ur c'hoari video embannet e kreiz ar bloavezhioù 1970 hag en deus miret brud vat abaoe. Goude bezañ bet ar c'hoari lakaet war ar pellgomzerioù hezoug Nokia e 1998 ez eo bet anavezetoc'h c'hoazh.

Ar c'hoarier a gontroll ur grouadur hir ha moan, a denn d'un naer (e saozneg, snake), hag a za war-raok en un dachenn plaen, o tebriñ boued (avaloù peurliesañ), o klask chom hep debriñ e lost pe ar mogerioù pa z'eus eus outo. Bewech ma tebr an naer boued, kresk a ra e lost, ar pezh a lak da vezañ ar c'hoari diaesoc'h diaesañ. Ar c'hoarier a gontroll tu penn an naer (a-us, en-traoñ, a-gleiz pe a-zehou), hag ar c'horf a heuil. Ar c'hoarier ne c'hell ket lakaat an naer da baouez e-kerzh ar c'hoari.

Istor[kemmañ]

Ar c'hoari Snake a oa en orin ur c'hoari arkad, embannet gant Gremlin e 1976. Ar c'hentañ stumm eus Snake war urzhiataer, anvet "Worm" (buzug), a zo bet programmet e 1978 gant P. Trefonas (SUA) war un urzhiataer TRS-80, hag embannet gant ar gazetenn CLOAD ar memes bloavezh.Un tamm goude ez eo bet embannet ivez gant ar memes den ar stummoù evit PET hag Apple II.

Er stummoù anavezetoc'h ez eus skouer hini an Neopets, anvet "Meerca Chase". Bez ez eus bremañ eus "Meerca Chase II". Ur stumm anavaezet anvet Nibbles a oa roet gant an urzhiataeroù MS-DOS 'pad un amzer.

Ar stumm en Nokia N70 ha stummoù all pellgomzerioù hezoug Nokia a zo e 3D, gant palioù d'al liveoù.

Snake war ar BBC Micro[kemmañ]

Bez ez eus bet meur a stummoù Snake war ar BBC Micro. Snake gant John Cox a oa disheñvel dre ma veze kontrollet oc'h implij an touchennoù dezhou ha kleiz e-keñver tu penn an naer. Mont a ra buanoc'h buanañ an naer ha n'eus "buhez" ebet, neuze ez eo diaes tizhout poentoù bras dre ma z'eo ret adkregiñ pep tra ur wech kollet.

Snake war pellgomzerioù Nokia[kemmañ]

Nokia a zo anavezet evit bezañ bet lakaet Snake war e bellgomzerioù hezoug.

  • Snake - The original, evit pellgomzerioù unlivek. savet e oa ar graferezh gant karrezioù. Lakaet e oa, da skouer war an Nokia 6110. Programmet eo bet e 1997 gant Taneli Armanto.[1]
  • Snake II -War pellgomzerioù unlivek. Gant liveoù kemplezoc'h.
  • Snake Xenzia - Unlivek ivez. Lakaet da skouer war an Nokia 1112
  • Snake EX - Gant livioù. Graferezh doare SNES. Tu zo c'hoari gant tud all dre Bluetooth hag Infra-Ruz. Lkaet e oa da skouer war an Nokia 6260.
  • Snake EX2
  • Snakes - Ur stumm 3D. Ur c'hoari evit N-Gage, diorroet gant by IOMO(embannet gant Nokia). Liesc'hoarier gant Bluetooth. Graferezh doare PlayStation.
  • Snake III - Ur stumm 3D, disheñvel diouzh Snakes.
  • Snakes Subsonic - War N-Gage.

Daveoù[kemmañ]

  1. http://conversations.nokia.com/2009/01/20/history-of-nokia-part-2-snake/