Skritur yiek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un nebeud silabennoù skrivet
gant ar silabenneg yiek.

Ur silabenneg eo ar skritur yiek anvet cuan (LFE : [tswen]) pe wei, implijet evit skrivañ ar yieg komzet e Sina. Kavet ez eus bet skouerioù eus ar XVIvet kantved d'an abretañ holl. Implijet e voe an doare-skrivañ-mañ evit aferioù relijiel pe kuzh e-pad meur a gantved.

Uhel-tre e oa deuet da vezañ an niver a c'hrafemennoù er silabenneg klasel, betek 8 000. Pa voe unvanet e 1975 e tiskennas an niver a c'hrafemennoù, enni bremañ gant 819 grafemenn en holl evit skrivañ 756 silabenn a-orin yiek ha 63 evit gerioù o tont eus yezhoù all, dreist-holl ar sinaeg. Ar silabenneg arnevez-se an hini eo a vez kelennet er skolioù.

Diorroet ez eus bet ivez un doare da implijout al lizherenneg latinek evit skrivañ ar yieg (anvet a-wechoù ivez pe loloeg) ma ra gantañ kristenion a-orin yiek nemetken.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]