Skramm korzenn katodek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Korzennoù kenderc'het e gwer peurgoullo a aer ur c'havn elektron enne oc'h ec'hodiñ un hordenn elektronoù war-zu ur skramm goloet a elfennoù bihan mordanus eo ar c'horzennoù katodek. Heñchet e vez an hordenn elektronoù oc'h ober gant un tredanvaez.

Goulun ur gorzenn gatodek

Pennaenn ur skramm korzenn katodek[kemmañ]

Kenaozet eo ar c'havn gant ur c'hatod, da lavaret eo un elektrod metalek karget ent negativel, ha gant anodoù (elektrodoù karget ent pozitivel). Ec'hodet e vez elektronoù gant ar c'hatod hag a vez dedennet gant an anodoù. Evit an elektronoù e vez an anodoù evel un herrekaer hag un tolper en doare ma vez stummet e barzh ar gorzenn ul lanv elektronoù erduet etrezek ar skramm.

Karget e vez ar warellvaez da wariañ an hordenn elektronoù eus an tu kleiz d'an tu dehoù hag eus an traoñ d'al laez. Ganet eo ar warellvaez gant div veni X ha Y a waz da wariañ an hordenn a-zremm hag a-zerc'h.

Goloet e vez ar skramm gant ur livad (ur gwiskad treut) elfennoù mordanus anvet treluc'huzennoù a vez oc'h ec'hodiñ gouloù pa vez an elektronoù o skekiñ oute, pezh a ra poentoù luc'hus anvet pikseloù.

O vlivaat ar warellvaez e vez gallus krouiñ ur skubelladur eus an tu kleiz d'an tu dehou ha d'an traoñ pa vez an hordenn o tegouezhout gant dibenn al linenn.

Skramm2.png

Ne vez ket spurmantet ar skubelladur gant lagad an den dre c'hras ar badelezh skramm-lagadel. Evel-se, ha gant ar skubelladur hag blivaerezh ar c'havn pe get, e seblant d'an hini e vez o sellout ouzh ar skramm eo war-enaou nemet ul lodenn eus ar pikseloù, ar re e vez aozet ar skeudenn gante.

Ar skrammoù liv[kemmañ]

Gallout a ra ur skramm unliv gwereañ ilrezioù liv louet.

Evit ar skramm liv e vez lakaet e-barzh ar gorzenn gatodek ur c'havn tri c'hatod ennañ da ec'hodiñ teir hordenn a vo pep hini anezhe o stekiñ ouzh pep a boentoù liv spesadel war ar skramm (pikseloù) ar re ruz, ar re wer hag ar re c'hlaz (an "RVB"- Red, Green, Blue - e saozneg). An tri poent liv-se e vez graet "triad" pe "dot trio" anezhe.

Tost-tre e vez lakaet an tri poent liv an eil ouzh egile. Ken tost ma ne c'hell ket lagad an den spurmantañ pep hini anezhe pa vez stummet ar skeudenn war ar skramm gant ar c'havn hag an hordennoù elektronoù. Argemmet e vez neuze kreñvder pep hordenn d'aozañ livioù kediet gant an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz).

Ur maskl e vez lakaet dirak an treluc'huzennoù ouzhpenn da dremen hep ma vije hordenn ul liv o stekiñ ouzh unan eus an div dreluc'huzenn arall. Hervez rizh ar maskl-se e c'heller diforc'hiñ tri seurt skramm korzenn katodek liv :

  • Ar c'horzennoù FST-Invar (Flat Square Tube) kelc'hiek o zreluc'huzennoù. Arveret e vez gante ur gael anvet maskl ("shadow mask").
  • Ar c'horzennoù "Trinitron" ergrafet gant Sony hag ar re "Diamondtron" ergrafet gant Mitsubishi. Amparet e vez ar maskl gant frailhadurioù diazerc'h a lak muioc'h a elektronoù da dremen evit arwellaat lintr ar skramm.
  • Ar c'horzennoù "Cromaclear" ergrafet gant NEC. Gant ur reizhiad hiron e vez amparet o maskl frailhadurioù stummet evel kevigoù oc'h ober anezhe.
Treluc'huzenn.png

Ar skar maskl (Dot Pitch) a vez un aroueziadur d'ar skrammoù korzenn katodek. An esaouder etre div dreluc'huzenn eo. Seul bihanoc'h eo ar skar maskl seul resisoc'h eo ar skeudenn gwereet gant ar skramm.