Mont d’an endalc’had

Skol divyezhek

Eus Wikipedia
Klasoù divyezhek en ur skol c'hallek.

Ur skol divyezhek a zo ur skol ma vez kelennet div yezh en holl glasoù, d'an holl skolidi eus ar memes live. N'eo ket ur skol enni klasoù unyezhek ha klasoù divyezhek eus ar memes live.

E Breizh e komzer a-wechoù eus skolioù divyezhek brezhoneg-galleg. Met alies ez int skolioù gallek gant klasoù divyezhek enno.

Skolioù divyezhek Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou seurt skolioù divyezhek zo

Er broioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù all ivez e kaver skolioù divyezhek : saozneg-spagnoleg da skouer er Stadoù Unanet hag e meur a vro eus Kreiz Amerika ; saozneg-galleg e Pariz, Londrez hag e kêrioù bras all er broioù saoznek. Ar Skolioù europat, a gaver e meur a lec'h en Unaniezh Europa, zo skolioù liesyezhek ma vez graet skol e div pe deir yezh d'an holl vugale.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]