Siaka Stevens

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Siaka Stevens (24 a viz Eost 1905 - 29 a viz Mae 1988 e Freetown) a oa ur politikour eus Sierra Leone, prezidant ar vro e 1967 hag eus 1971 da 1985.

E 1960, ur bloaz a-raok dizalc'hiezh e vro, e krouas ar strollad politikel All People's Congress. Gounit a reas an dilennadeg aozet e 1967 met distroadet e voe kerkent gant David Lansana en un taol-Stad. Bloaz goude, e miz Ebrel 1968, e voe lakaet da Gentañ Ministr e gouarnamant Andrew Juxom-Smith. D'an 19 a viz Ebrel 1971 e lakaas e plas ur Vonreizh republikan ha dilennet e voe da brezidant ar vro. Er bloavezhioù 1980 e oa erru mererezh ar vro en ur stad truezus, abalamour dreist-holl d'ar goubrenerezh ha d'an ezporzhiañ diamantoù e-maez lezenn (ar pezh a lakaas Stevens da vezañ pinvidik-mor). D'an 28 a viz Du 1985 e tilezas ar galloud evit Joseph Saidu Momoh.