Shrek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Unan bennak treuzwisket e Shrek

Shrek a zo ur film skeudennoù kevanaoz sevenet gant Andrew Adamson ha Vicky Jenson e 2001. Reizhet eo bet diouzh ur gaoz korriganez gant William Steig. Ur film eus ar studioù DreamWorks eo. Ober a reas berzh bras pa dont a reas er-maez.

An anv Shrek a zeu eus ar ger yidicheg "שרעק" ha talvout a ra "aon" pe "spont". En alamaneg e talv "Schreck" "efreizh" ("schrecklich" a dalv "spontus"). Distagadur "Shrek" a lak da soñjal er son graet gant un den o stufat un dra bennak gwer, heugus evel an haroz ha dreist-holl evel e zoare d'en em zelc'her.

Synopsis[kemmañ]

Shrek a zo ur roñfl arwer, kinek ha malisius. Emañ o chom en ul lagenn sañset ul lec'h sioul. Met erruout a ra krouadurezed hegasus ha Shrek a c'ha da gastel an aotroù Lord Farquaad hag en doa sañset argaset anezho eus e rouantelezh. Fellout a ra d'an aotroù dimezhiñ gant ar briñsez Fiona hag a zo bac'het gant an aerouantez euzhus.

Tudennoù[kemmañ]

Shrek : pennc'hoarier kentañ ar film. Ur roñfl lous-kenañ, grignous, en e unan eo. Fellout a ra dezhañ difenn e lagenn. Met en em gavout a raio gant tud dic'hortoz evel un azen o komz, ur briñsez hag all.

Priñsez Fiona : ar briñsez Fiona a ziskouez bezañ sioul, dous ha kizidig, met e gwirionez eo ur charlezenn a-wechoù rok. Reizhet eo war ar gourenerezh.

an Azen : seblantout a ra trist met e gwirionez eo ur glakenn farsus ha... dreist-holl pegus ! Ur mignon fidel eo, met aonik-kenañ eo.

Farquaad : otus eo an den bihan-se. Klask a ra ur gwreg fidel ha dibab a ra ar Briñsez Fiona.

Fichenn deknikel[kemmañ]

  • Titl : Shrek
  • Seveniñ : Andrew Adamson ha Vicky Jenson
  • Senario : William Steig, Ted Elliott, Terry Rossio, Joe Stillman, Roger S.H. Schulman
  • Produiñ : Jeffrey Katzenberg
  • Deiziad dont er-maez : 12 Mae 2001
  • Film amerikan
  • Furmad : niverel, 35 mm, 1:66.1 (livioù, son Dolby niverel)
  • Rumm : film bevaat
  • Danvez : kaoz korriganez
  • Pad : 90 munut
  • Sonerezh : Harry Gregson-Williams ha John Powell (ouzhpenn : Martin Tillman ha Gavin Greenaway)
  • Evit an holl

Mouezhioù[kemmañ]

Mouezhioù saoznek[kemmañ]

Mouezhioù gallek[kemmañ]

Ar filmoù all[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]