Seismograf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur seismograf pe seismomenter (en gresianeg seismos = krenañ-douar ha metero = muzuliañ) a vez implijet gant ar seismologour-ien da vuzuliañ ha da skrivañ gwagennoù seismek. Dre studiañ ar gwagennoù seismek e teu a-benn ar c'heologourien da gartennaouiñ diabarzh an Douar, da vuzuliañ ha da lec'hiañ krenañioù-douar ha fiñvoù all a bep seurt. Ar ger seismograf a dalvez tost da vat ar memes tra ha seismomenter, met evelkent e vez implijet muioc'h ar ger diwezhañ-mañ.

Ijinet eo bet ar seismomenter kentañ gant ur Sinaad anvet Zhang Heng er bloavezh 132 GK.Ijinet e voe ar seismomenter gant ur momeder a-blaen gant John Milne en Imperial College of Engineering e Japan en 1880. Diwar neuze eo e c'heller lavaret ez eur kroget e gwirionez gant ar seismologiezh a-vremañ.